• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Busoù ha kirri-boutin

An treuzdougen e kêr

10 linenn a ya d’ober ar rouedad treuzdougen e kêr Gemper hag en Erge‐Vras. 17 linenn all a gas da gumunioù all eus an tolpad‐kêrioù. Da Sul enderv e vez busoù o vont gant teir linenn e Kemper. Ur servij a vez kinniget adalek ar porzh‐houarn diouzh an noz.

Ouzhpenn al linennoù boas emañ ar servij minibusoù handiQUB evit kas an dud dalc’het en o c‘herzhed. Gallout a ra ar minibusoù‐se kas an dud a zor da zor, diwar c’houlenn, da bep lec’h en tolpad‐kêrioù adalek 7e betek 21 e a Lun da Sadorn ha da Sul enderv.

Servijoù all zo rakwelet evit kas an dud e‐pad an hañv pe pa vez abadennoù dibar (bulzunoù evit mont d’an aod, busoù evit mont da welet krogadoù an UJAP, h.a…)

Treuzdougen e‐maez kêr

Ar rouedad Penn ar Bed zo bet lakaet war‐sav gant Kuzul‐departamant Penn‐ar‐Bed. Gantañ e c’haller mont da bep lec’h en departamant en ur priz hepken, lakaet e 2€ (nemet Kemper‐Brest).

Gant tikedoù ha koumanantoù ar rouedad Penn‐ar‐Bed e c’haller ivez tapout un bus er memes devezh, en unan eus rouedadoù busoù an tolpadoù‐kêrioù Brest Meurgêr ar Mor (Bibus), Kemper Breizh Izel (QUB) ha Montroulez Kumuniezh (TIM). En em gavout a ra busoù QUB ha kirri‐boutin ar rouedad Penn ar Bed e leurenn etremodel Kemper, e‐tal ar porzh‐houarn.

Eurioù ar rouedad Penn‐ar‐Bed a vez lakaet, kement ha ma c’haller, evit ma c’hallo an dud kenderc’hel da vont pelloc’h dre ginnig dezho ar muiañ ar gwellañ a dTHRoù breizhat hag a trenioù war rouedad ar SNCF.