• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Très tôt théâtre

Krouet e oa bet Très Tôt Théâtre e 2000 evit kinnig arvestoùd’ar re yaouank ha d’ar familhoù.

Kinnig a ra Très Tôt Théâtre arvestoù dañs, sonerezh, sirk ha margodennoù. Pal ar gevredigezh zo reiñ an tu d’ar muiañ a dud da welet arvestoù a galite, en ur sikour ar c’hrouidigezhioù c’hoariva evit ar re yaouank hag ar c’henlabour gant ar re a labour war dachenn ar sevenadur er c’hornad.

Ober a ra ar gevredigezh war-dro :

  • ur programm arvestoù evit ar re yaouank e Kemper
  • ar festival C’hoariva evit a bep seurt oad, e miz Kerzu, a ginnig arvestoù evit ar re yaouank e Kemper hag en un toullad mat a gumunioù all en departamant ;
  • obererezhioù evit tud difer (skolioù, bugale ospitalet, tud hag o deus bugale…) evel « Lennet e vez c’hoariva ivez », « Sevenadur en ospital » pe ar « stajoù tud-bugale » ;
  • skoazellañ izili Rouedad departamant ar re yaouank da gas o raktresoù arvestoù da benn abalamour da ginnig muioc’h-mui a abadennoù sevenadurel a-feson d’ar vugale ha d’ar familhoù ;
  • kenbroduiñ arvestoù ha klask kevelerien er c’hornad evit sikour ar c’hrouidigezhioù ha degemer kompagnunezhioù en annez krouiñ.

Skoazellet eo Très Tôt Théatre gant meur a geveler, en o mesk Kêr Gemper, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha Kuzul-rannvro Breizh.

Très Tôt Théâtre

38, straed ar Rakkaer
29000 Kemper
Pgz 02.98.64.20.35 (melestradurezh)
02.98.95.47.90 (bilhedoù)
contact@tres-tot-theatre.com

Evit gouzout hiroc’h, it e-barzh lec’hienn Très Tôt Théâtre.