• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Ti ar Vro kemper

Ober a ra Ti ar Vro Kemper war-dro kas sevenadur Breizh war-raok asambles gant ar c’hevredigezhioù.

Krouet e oa bet ar gevredigezh e 1996 diwar goulenn Kêr Gemper ha kevredigezhioù sevenadurel Kemper. Enni e kaver hiziv an deiz un daou-ugent kevredigezh bennak hag a labour war dachenn ar sonerezh, an dañs, ar brezhoneg, an arzoù hag ar gevelliñ gant broioù all.

Ober a ra Ti a Vro Kemper war-dro :

  • reiñ titouroù dre ar greizenn ditouriñ Teuliaoueg, an deiziataer Ar Vro bep trimiziad hag al lec’hienn Internet ;
  • kas ar brezhoneg war-raok e meur a dachenn (ar vuhez foran, armerzhel, arzel ha kement zo) ;
  • krouiñ war dachenn an arz ;
  • sikour ha brudañ an arzourien yaouank (fest-noz aozet asambles gant Skol Vroadel Sonerezh, arvestoù Kemper o Tañsal) ;
  • brudañ hor sevenadur e-touez bugale ar skolioù, gant sikour ar c’hevredigezhioù ezel hag asambles gant ar re a labour war dachenn ar sevenadur e Kemper-Kerne ;

Sikour a ra Ti ar Vro Kemper sevel ha frammañ ar rouedad lañset asambles gant ar c’hevreadoù pe an emglevioù-bro all :

  • e Kerne-Izel asambles gant Emglev Bro Douarnenez, Startijenn ar Vro Vigoudenn, Tud Bro Konk (Bro Konk-Kerne – Aven) ;
  • e Breizh asambles gant Ajañs Sevenadurel Breizh (Naoned), Al levrig (Lannuon-Kawan), Emglev Bro An Oriant, K.L.T. (Montroulez), Sked (Brest), Skeudenn Bro Roazhon, Ti ar Vro Leon (Lesneven).

Ti ar Vro Kemper

3, plasenn ar Familh Gabaï (tremen dre straed Jean Jaurès)
29000 Kemper
Pgz 02.98.90.70.43
tiarvro-kemper@wanadoo.fr

Evit gouzout hiroc’h, it e-barzh lec’hienn Ti ar Vro.