• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Park Krec’h Gwenn

Park Krec’h Gwenn : ul lec’h gouestlet d’an diskuizh, d’ar sportoù ha d’an dudi

E-kichen kreiz-kêr ha war lez an Oded, en un endro hollgaer, emañ Park sportoù ha dudi Krec’h Gwenn. Un takad natur dudius eo ha mat evit ar sportoù dindan an amzer. Ul lec’h eo ivez evit diskuizhañ, en em gavout gant tud all, hag ul lec’h pourmen evit ar familhoù.
E park ar sportoù hag an dudiamantoù, digor a-hed ar bloaz, e c’hall an holl dud mont da bleustriñ an holl sportoù kinniget hep ma vefe ezhomm goulenn an aotre :

  • Leurenn-ruilhañ (botoù-ruilh, plankenn-ruilh)
  • Tachennoù-c’hoari evit ar vugale
  • Basket-ball – BMX
  • Redadeg-reteriñ
  • Trotal
  • Hentad Yec’hed
  • Pesketa
  • Pourmen
  • Sportoù dour
  • MTB…

Aveadurioù sport suraet zo kinniget d’an dud ha d’ar c’hluboù sport gant kêr Gemper. Dre ma’z eo bras niver an obererezhioù kinniget enno ez eo Kemper ur pol sport dibar :

  • Maketennoù-nij
  • Badminton
  • Mell-droad
  • Mell-droad amerikan
  • Sportoù bageal bihan
  • Rugbi
  • Kevredad broadel ar saveteiñ war vor (KBSM)
  • Sportoù dour
  • Tennis
  • Gwaregañ…