• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Sinema

Tri sinema liessal zo e Kemper, en o zouez ar C’hae Dupleix a zo er rummad sinemaoù Arz hag Esae.

Ar C’hae Dupleix, sinema Arz hag esae

Abaoe 1986 ez eus e kêr ur sinema a zo er rummad Arz hag Esae. Roet ez eus bet dezhañ, ouzhpenn-se, an tri label ouzhpenn a ziskouez e engouestl evit programmañ hag evit brudañ filmoù arz hag esae dibar :

  • al label Enklask ha dizoleiñ a verk e ro kalz a bouez d’ar programmañ filmoù nevezus ;
  • al label Tud Yaouank a ro da c’houzout pegen puilh eo an oberennoù programmet evit ar vugale hag evit ar yaouankiz ;
  • al label Glad ha roll a ziskouez e vez kinniget ingal filmoù kozh.

Skoazellet eo ar sinema ivez gant programm Europa, dre Europa sinemaoù, ur rouedad sinemaoù arz hag esae en Europa, hag ezel eo anezhi. Pal ar programm-se eo garedoniñ liesseurted ar bannañ filmoù europat eus an estrenvro hag a vez skignet en o yezh orin e-pad ar bloaz.

Gant e brogrammoù liesseurt, a skoazell hag a dalvoudeka ar sinema aozer ha krouiñ en e holl zoareoù, e vez bodet ouzhpenn 50 000 arvester bep bloaz, abalamour dreist-holl d’al labour kaset da benn e-barzh ar gevredigezh Gros Plan, a zo karget da gas ar sinema en-dro.

Er C’hae Dupleix ez eus 2 sal enno 150 ha 70 kador-vrec’h e-barzh kreizenn ar Gwaregoù, e-kreiz kêr Kemper (bannadennoù niverel ha 35 mn ; sonioù Dolby SR ha mono).

Ar C’hae Dupleix

38, boulouard Dupleix
29000 Kemper

Ar gevredigezh Gros Plan

Abaoe 1982 e vez kinniget gant ar gevredigezh Gros Plan ur programm oberoù deskadurezh arzel er sinema. Gant-se o o deus gallet meur a remziad arvesterien sevel ur sevenadur filmoù evito. Ar pal eo deskiñ d’an dud karout ar sinema ha derc’hel d’ul liesseurted sevenadurel dre berzh un dibab bras a ginnigoù diwar-benn ar sinema, hag a ro c’hoant d’an dud da zigeriñ d’ar sevenadur e doareoù a bep seurt.

Pal obererezh Gros Plan eo :

  • Dihuniñ kuriusted an holl arvesterien, pa welont filmoù bannet en ur sal en o yezh orin.
  • Lakaat anavezout istor ar sinema, kenedouriezh ar sinema.
  • Reiñ digor d’an niver brasañ a skolidi hag a vugale war sevenadur ar filmoù
  • Enframmañ sevenadur ar filmoù en Deskadurezh Stad, dre stummañ kelennerien peurgetket.
  • Kemer perzh e diorroadur ur pleustr sevenadurel a-zoare en ur skoulmañ liammoù etre ar re yaouank hag ar sinema, etre ar re yaouank hag ar sal-sinema.

Kefridioù pennañ

  • Buhezekaat ar sinema Kae Dupleix.
  • Kenurzhiañ ar stignadoù Skol ha sinema ha Skolaj er sinema en departamant
  • Aozañ stajoù evit ar stignad Skolaj er sinema, stajoù evit kelennerien Steuñv Akademiek ar Stummañ.
  • Programm evit an Dud Yaouank : programmañ ha harpañ an abadennoù, stummañ buhezourien.
  • Kenurzhiañ war an dachenn ar stignad Treizherien Skeudennoù
  • Sevel abadennoù evit brudañ ar filmoù « Enklask ha Dizoleiñ », « Tud Yaouank » ha « Glad ha roll », a roio tro d’ar C’hae Dupleix da gaout an tri label arz hag esae-se.

Kevelerien

  • Kêr Gemper
  • Renerezh-rannvro an Aferioù Sevenadurel e Breizh
  • Kuzul-departamant Penn-ar-Bed
  • Renerezh-departamant ar C'henstag Sokial

Kevredigezh Gros Plan

38, straed ar Rakkêr - 29000 Kemper
Pgz 02 98 53 74 74 - Plr 02 98 53 57 79 - contact@gros-plan.fr
Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh lec’hienn Gros plan.