• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Hip-hop New School

Pal ar gevredigezh Hip hop new school, bet krouet e 2002 gant tud yaouank eus Kemper, eo broudañ ar sevenadur Hip hop en e holl zoareoù (dañs, rap, grafitioù, deejaying, beatboxing ha kement zo…) e kêr Gemper ha dre vras e Kerne, e Penn-ar-Bed hag e Breizh.

Eus 2002 da 2014 e veze graet war-dro ar gevredigezh gant tud a-youl vat ha dreist-holl gant tud yaouank emouestlet hag o zud. A-hed ar bloavezhioù n’eo ket paouezet hec’h obererezh da greskiñ ha sachet he deus muioc’h-mui a izili daveti.

E 2014, gant skoazell he c’hevelerien bublik evel kêr Gemper, Kemper Kumuniezh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Kuzul-rannvro Breizh ha gant kevelerien brevez, hag ivez gant he izili hag a labour dizehan gant startijenn, en doa gallet an Hip hop new school mont war-raok ha krouiñ daou bol :

  • Ar pol pedagogel evit kelenn an dañsoù hip hop, gant krouidigezh skol etrekumunel an dañsoù hip hop.
  • pol an abadennoù, karget da aozañ an abadennoù foran hag an obererezhioù sevenadurel, da harpañ ar re yaouank en o raktres ha da leviañ rakstudi ur rouedad rannvroel (rouedad hip hop Breizh).

En deiz hiziv e vez harpet gant ar gevredigezh tost da 480 skoliad hag a bleustr ingal an dañs ha kement-se e 13 kumun eus an departamant : eus Douarnenez da Gloar-Karnoed en ur dremen dre Gastellin ha Loktudi. Gant kelennerien skol etrekumunel an dañsoù hip hop, anezho tud entanet, aketus ha pedagogourien, e vez kinniget kentelioù korollouriezh a-bazennoù hag a zere d’ar vugale (adalek 6 vloaz), ar grennarded hag an oadourien. Aozet e vez traoù evit ar vugale er c ‘hentañ derez hag er skolajoù a-hed ar bloaz e-pad ar mareoù skol pe ar mareoù troskol (Motoù). En he hentad hollek a studi e kinnig skol etrekumunel an dañsoù hip hop d’ar vugale abadennoù pleustriñ ouzhpenn (stajoù, cypher - training xxl, ha kement zo…) ha pediñ a ra anezho da gemer perzh en abadennoù evel c’hoarierien ha/pe arvesterien.

Bep bloaz, eus kreiz miz Here da greiz miz Du, e vez aozet ganti ar c’h-Cultures hip hop festival, e kenlabour strizh gant obererien ha kevelerien eus ar c’horn-bro. Anv zo eus ur festival liesdiskiblezh gouestlet d’ar sevenadur hip hop ma vez bodet miliadoù a zañserien, a gorollerien, a raperien, a z-djed hag a c’hrafourien tro-dro da abadennoù plijus hag a gevre tud.

Deuet eo ar gevredigezh Hip hop new school da vezañ un obererez pouezus eus ar binvidigezh hag al liesseurted sevenadurel e Penn-ar-Bed. Anavezet eo ar gevredigezh evel ul lec’h ma vez eztaolet ha krouet traoù, ma vez kendivizoù ha kemmesk etre ar rummadoù sokial hag etre an holl remziadoù. Ul lec’h eo ivez evit en em sevel, evit tapout gouiziegezh, chemet (aozañ abadennoù, ha kement zo), evit sammañ kargoù ha deskiñ petra eo ar geodedouriezh.

Hip hop new school

Kreizenn gevredigezhel, 53 Hent-dall an Oded
29000 Kemper
09 53 32 21 93 - contact@hiphopnewschool.com

Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh lec’hienn ar gevredigezh Hip hop new school.