• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Sonerezh ha dañsoù Breizh

Kantadoù a sonerien hag a zañserien, e Kemper, a ginnig o lod a grouidigezhioù nevez war dachenn sevenadur Breizh.

Mont a ra biniaouioù, bombardoù ha binvioù tos d’ober ur bagad hag a zo ul laz-seniñ troet war ar sonerezh hengounel. Graet e vez sonerien eus ar re, niverus pe niverusoc’h diouzh ar bagadoù, a c’hoari enno.

Gant ar c’helc’hioù keltiek e vez pleustret an dañsoù hengounel eus Breizh, anezho dañsoù kumuniezhel e stumm dañsoù-tro pe chadennoù peurvuiañ.

Ur plas dibar o deus ar strolladoù a ra war-dro sevenadur Breizh e Kemper, pa ’z int lec'hioù ma vez pleustret an arzoù da gentañ-penn, hag ivez lec’hioù ma c’hall re gozh ha re yaouank kejañ an eil ouzh egile, lec’hioù ma vez liammet darempredoù sokial da vat.

Lakaet e vez ar c’helc’hioù hag ar bagadoù e rummadoù a vez savet da-heul ar c’henstrivadegoù aozet gant ar c’hevreadoù e meur a gêr e Breizh.

E Kemper e kaver :

  • er rummad kentañ : Bagad Kemper, Bagad ar Meilhoù Glas, Bagad Penharz ;
  • er rummadoù all (eus an trede betek ar pempvet rummad) : Kerne hag an Erge-Vihan, Sant Padrig, Ar Re Gozh.

Gant ar c’helc’h Eostiged ar Stangala e oa aet ar maout da-geñver kampionad Breizh 2011 hag 2006. Prientet e vez arvestoù bep bloaz gant kelc’hioù all hag a glask muioc’h-mui kinnig traoù mod nevez.

Ar c’hevreadoù

Ober a ra ar c’hevreadoù sevenadurel eus Breizh war-dro kinnig meur a dra d’ar c’helc’hioù ha d’ar bagadoù : stummañ anezho a-hed ar bloaz, sikour o arvestoù hag o c’hrouidigezhioù ha brudañ kement tra a sell ouzh sevenadur Breizh. Bodadeg ar Sonerion eo ar c’hevread evit ar sonerezh, ha War ’l leur ha Kendalc’h evit an dañs.