• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Kartenn-identelezh Kemper

Pe e vefe Bro-Gerne istorel pe Bro-Gerne armerzhel, dibar eo an dachennad vras-se e su Penn-ar-Bed, en-dro da aber an Oded, dre he startijenn hag hec’h intrudu.

Sevenadur, buhez ar c’hevredigezhioù, dudi, endro... Ur pol obererezhioù dedennus eo Kemper. War-hed 15 km diouzh aod ar meurvor Atlantel, a-dal da Amerika, Kemper zo ur gêr digor da vat war ar bed.

Rannvro : Breizh
Departamant : Penn-ar-Bed
Statud melestradurel : prefeti
Bro : Bro-Gerne
Etrekumunelezh : Kemper Kumuniezh
Kod kumun : 29232
Kod-post : 29000
Maer bremañ (abaoe 2014) : Ludovic Jolivet

Anv brezhonek : Kemper
Bro istorel : Bro-Gerne
Bro hengounel : Bro-C’hlazik
Ger-stur : «unanet e vimp kreñv»

Poblañs hollek : 63405 (2016)
Stankted ar boblañs : 752,1 annezad/km² (2014)
Anv an annezidi : Kemperad(ez) / Kemperiz

Gorread : 84 km²
Niver a eurvezhioù heol/bloaz : 1634
Niver a zevezhioù glav : 154
Gwrezverk izek keitat : 8,1°C
Gwrezverk uc’hek keitat : 15°C