• Brezhoneg
  • Brezhoneg

An Novomax - Polarité[s]

An Novomax zo ul lec’h gouestlet d’ar seniñ ha d’ar skignañ sonerezh. Er Pol sevenadurel Max Jacob emañ ha meret e vez gant ar gevredigezh « Les Polarité[s] » . He c’hefridi eo harpañ ar sonerien (amatourien pe tud a vicher) tro-dro d’un raktres arzel ha sevenadurel en ur ginnig dezho servijoù a bep seurt kenaozet e 4 gennad :

  • ambroug arzel : pleustriñ hag enrollañ (3 studio);
  • stummerezh hag obererezh sevenadurel : kentelioù gitar, kan, gitar-boud, toumperezh, sonerezh ameilet dre urzhiataer (SAU), oberennoù er skolioù;
  • titouriñ ha harpañ ar redoù-micher : titouroù war ar gwir (gwirioù oberour, produiñ leurenn / pladennoù…), dalc’had teulioù, harpañ raktresoù (klask arc’hant, empennañ grafek, heuliañ ar sevel pladennoù, web…);
  • skignañ : koulzad sonadegoù en Novomax, Gouel ar sonerezh…

En Novomax ez eus pemp studio pleustriñ hag enrollañ, teir sal-gelenn, ur sal evit ar skol sonerezh ha teatr hag ar C’hlub, ur sal sonadeg kemm-digemm ma c’haller degemer etre 100 ha 390 den.

En adraoñ e c’hall ar C’hlub degemer lazioù evit pleustriñ hag arvestoù ha sonadegoù bihan digor d’an dud. Salioù melestradurel ar gevredigezh « Les Polarités », pol-departamant ar sonerezh a vremañ, zo e-barzh an ti-se ivez abaoe miz Gwengolo.

Talbenn an Novomax zo gwerennoù outañ ha digor eo war an diavez. En un hall bras plijus e vez degemeret an annezidi. Ar savadur zo eeun ha leun a ster war un dro gant e wiskad koad kistin, emañ gant ar c’hoariva Max Jacob. Mat-kaer eo ar c’hleved ennañ. Bastañ a ra, a-hend-all, d’al live perzhioù SIB (savadur izel e veveziñ)

Eurioù

  • Studioioù : a Lun da Yaou eus 2e da hanternoz ha da Wener ha da Sadorn eus 2e gm da 1e vintin, da Sul eus 2e da 10e
  • Melestradurezh : a Lun da Wener, eus 10e da 12e hag eus 2e da 6e.

Skoazellet e vez ar Gevredigezh « Polarité[s] » gant kêr Gemper, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed ha Rannvro Breizh.

An Novomax

2 bis boulouard Dupleix - 29000 Kemper
Mirout studioioù 02 98 90 28 42
Pgz melestradurezh 02 98 53 14 55

contact@lenovomax.bzh

www.lenovomax.bzh