• Brezhoneg
  • Brezhoneg

An tiez o bannoù koad

Tiez o bannoù koad a ya d’ober ul lodenn eus dremm kêr abaoe pell zo. Savet e voe an tiez-se, a zalc’h testeni eus ur chemet eus ar Grennamzer, adalek ar XIVvet betek an XIXvet kantved met dilezet e voe tamm-ha-tamm an implij hag an teknikoù-se.

Lorc’hus eo an darn vrasañ eus ar c’hêrioù e Breizh hiziv an deiz gant an tiez-se, gwir viltammoù koad. Ganto e c’haller empentiñ penaos e oa Kemper da vare an duged, pa veze daou c’halloud oc’h enebiñ an eil ouzh egile, galloud an eskob er gêr-gloz ha hini an duged war c’hlann all ar Stêr Deir, e Douar an Dug. Hiziv c’hoazh e klot an div gengreizenn vras a savadurioù-prenn gant an div greizenn gozh-se ha gant o hentoù pennañ. En un tu emañ straed ar Gereon, un astenn d’an hent a gas d’an iliz-veur, en tu all, plasenn Douar an Dug.

73 a diez o bannoù koad, bet savet etre al lodenn gentañ eus ar XVIvet kantved hag an XIXvet kantved, zo bet miret hiziv an deiz e Kemper. Tres zo war an tiez-se eus an doare ma veze terket ar c’hêrioù e dibenn ar Grennamzer, ken war dachenn an hentoù e-barzh kêr ken war dachenn dasparzh ar stalioù hag atalieroù artizanel dalc’het gant famihoù dre gorfuniad. War un dachennaoueg strizh e veze savet an darn vrasañ eus an tiez hag e-se e c’halle un niver brasoc’h a berc’henned lakaat « digeriñ » o stal er straed en ur implijout nebeutoc’h a hedadoù prenn a oa ezhomm da harpañ an estajoù. An ardraoñ a veze miret evit ober kenwerzh.

Peurliesañ e veze dispartiet ar boutikl diouzh ar gegin gant ur speurenn, e roe digor war ar straed dre doulloù bras a veze pleget o stalafioù da stummañ ar stalioù ma veze kinniget an danvezioù-bevañs da werzhañ warno. Ar sal-vevañ hag ar c’hambroù a oa en estaj ; da c’hrignol e talveze lein an ti. Evel e-barzh an tiez maen e vez merket kalite ar savouriezh, zo un heklev eus saviad ar berc’henned, gant ar c’hinkladur diavaez (delwennoùigoù, enskrivadurioù) ha gant terkadurioù diabarzh (biñs, oaledoù, daroù hag armelioù-moger).

Petra eo ar bannoù koad ?

Ar bannoù koad a vez savet bepred war ur solenn e mein-boueta pe e mein-benerezh, a c’hall hec’h uhelder bezañ etre 0,80 m diouzh an douar hag uhelder hollek an adraoñ. Gant an dafar-se e vez gwarezet ar prenn diouzh an dour-strink ha diouzh an dour-sil a c’hallef pignat e-barzh. War an diaz-se eo e vez lakaet ar bannoù koad, a c’hoarvez eus ur framm (stern ar bannoù a ya d’ober an estajoù) hag ar bannoù (an holl dammoù koad serzh pe beskellek a laka ar framm da reutaat hag a ro an tu da leuniañ anezhañ). E Kemper e veze graet ar frammoù bepred gant postoù berr, en uhelder un estaj. Gant an teknik-se e c’halled sevel un niver brasoc’h a estajoù ha sevel frammoù korbellek.

Leuniet e vez diabarzh ar bannoù gant tortis pe ardilh, ur meskad raz, pri, tammoùigoù mein ha plouz. Ouzhpenn m’eo aes ober gantañ ha m’eo bihan e briz ez eo un dafar a-feson evit difuiñ un ti e-keñver an tommder pe an trouz. Ar mogerioù war zaouhanter a veze savet gant mein bepred, un dra heverk all, dreist-holl er XVIIvet kantved, ha heuliañ a raent stumm ar c’horbelloù. “Harzoù-tan” a vez graet anezho a-wechoù, un anv a ziskouez sklaer da betra e talvezent.