• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Parklec’hioù ha renkañ ar c’hirri

E Kemper ez eus 5350 plasoù parkañ, 2600 plas digoust en o zouez, setu ez eo pourvezet mat-tre.

E kreiz-kêr Kemper ez eus 14 parklec’h ha tri zakad parkañ : un takad ma ranker paeañ (pad berr hag etre), un takad parkañ reoliet gant ur pad hirañ (kantenn europat) hag un takad digoust.

Tres parkañ

Emeur o paouez embann un tres parkañ nevez. Eeun, sklaer hag akomod-kaer eo : diouzh ar pad ho pez ezhomm e tiskouez deoc’h pelec’h parkañ ho karr gwellañ marc’had.

Paeañ ar parkañ enlinenn – Paeañ un TGS digresket enlinenn

Abaoe ar 1 a viz Genver ez eo dizanvezelaet paeamant ar parkañ : n’eus ket tikedoù ken da lakaat a-dreñv ho kwerenn-dal. Pelloc’h e skrivit niverenn ho plakenn-varilh war an eurdeizier. Dre-se e c’hall gwazourien ar c’hontroll gwiriañ hag-eñ eo reizh ho paeamant gant o zermenell.

Gallout a reer ivez paeañ ar parkañ gant an arload Whoosh hag el lec’hienn https://www.whooshstore.fr.

Ma chomit parket re bell pe ma na baeit ket e rankoc’h paeañ un treuziad Goude-Parkañ (TGP) :

  • 17 € d’ar muiañ ma paeit dindan 72e,
  • 35 ma paeit diwezhatoc’h.

Parkañ : ar pezh a zo cheñchet abaoe ar 1añ a viz Genver 2018

Adreizh vroadel ar parkañ da baeañ er straedoù, lakaet gant ar Stad, zo o ren abaoe ar 1 a viz Genver 2018. Ma ne baeer ket pe ma ne baeer ket a-walc’h, ne vo ket lakaet « telloù-kastiz » ken gant ar polis. En o lec’h e vo un « treuziad goude-parkañ », lakaet gant ar strollegezh.

Evit aesaat ar cheñchamant-se, na felle ket da gêr Gemper ober, ez eus bet graet meur a dra abalamour da aesaat ar parkañ ha da greñvaat dedennusted kreiz-kêr.

Eurdeizieroù nevez, boazioù nevez

Eeunaet ha dizanvezelaet eo pep tra : n’eus ket ken tikedoù da lakaat ouzh ho kwerenn-dal. Hiviziken e skrivit niverenn ho plakenn-varilh war an eurdeizier evit diskouez piv oc’h.

Gant-se e c’hall gwazourien ar c’hontroll gwiriañ hag-eñ eo reizh ho paeamant gant o zermenell.

Ma chomit parket re bell pe ma na baeit ket e rankoc’h paeañ un treuziad goude-parkañ (TGP) :

  • 17 d’ar muiañ ma paeit dindan 72e,
  • 35 ma paeit diwezhatoc’h.

Kemerit tro eus ur c’hardeur digoust div wech an deiz

Evit prenañ ho tefotachoù pe kas ho pugale d’ar skol ho pez ur c’hardeur digoust bemdez, bremañ. Adalek ar 1 a viz Genver a vo daougementet kement-se : gwir ho po da gaout ur c’hardeur digoust diouzh ar mintin hag ur c’hardeur digoust d’enderv.

Eeun eo : trawalc’h eo skrivañ ho niverenn varilh en eurdeizier.

Er straed Grallon ha war ar blasenn Alexandre Massé ez eus pevar flas arsav prim (30 munut digoust). Merket int gant bonnoù lugernus.

Paeit a-bell diwar forzh peseurt eurdeizier e kêr pe gant an arload Whoosh

Ma’z oc’h parket er penn all da gêr, n’eo ket dav mont betek eno evit paeañ ar parkañ ouzhpenn ! Gant niverenn ho plakenn-varilh e c’hallit astenn hoc’h amzer parkañ diwar forzh peseurt eurdeizier e kêr, evit 2 eur d’ar muiañ. Gallout a rit ivez astenn pe arsaviñ ho parkañ gant an arload Whoosh.

Arabat ankouaat

1. Digoust eo parkañ bepred e straedoù Kemper etre 12e ha 2e gk ha war-lerc’h 5e gk.

2. Difennet groñs eo parkañ kirri en takad-bale dindan boan a dell-gastiz (gwelet amañ dindan).

3. Ar felladennoù, estroc’h eget ar re a denn d’ar parkañ n’eo ket bet paeet, a chom e karg ar polis : parkañ direnkus, parkañ difennet, implij plasoù miret evit tud zo. Evito e c’haller lakaat telloù-kastiz betek 135 €.

4. Evit ar parkañ hir (ouzhpenn 2e), grit kentoc’h gant ar 1394 a blasoù parkañ a zo e klozioù pe e savadurioù.

Ar servijoù

Parkañ digoust adalek 5e gk

  • Digoust eo parkañ e pep lec’h adalek 5e gk.
  • N’eo ket gwir evit ar parklec’hioù e klozioù : parklec’h an Tour d’Auvergne, ar Stêr-Deir ha Lattre de Tassigny. Memes tra evit ar parklec’hioù e savadurioù : Teodor ar Harz ha C’hoariva Kerne.

Paeit a-bell diwar forzh peseurt eurdeizier e kêr pe gant an arload Whoosh

  • Ma’z oc’h parket er penn all da gêr, n’eo ket dav mont betek eno evit paeañ ar parkañ ouzhpenn ! Gant niverenn ho plakenn-varilh e c’hallit astenn hoc’h amzer parkañ diwar forzh peseurt eurdeizier e kêr, evit 2 eur d’ar muiañ. Gallout a rit ivez astenn pe arsaviñ ho parkañ gant an arload Whoosh.

Paeañ ar parkañ gant Whoosh

Gallout a reer paeañ hep touch

  • Gant an holl eurdeizieroù e c’haller paeañ hep touch gant ur gartenn-vank pe ur poellgomzer.

Prizioù izel e-keñver ar c’hêrioù all e Frañs

  • Disheñvel eo ar prizioù hervez ar seurt parkañ : er straedoù, en ur parklec’h kloz pe en ur parklec’h e-barzh ur savadur. Gwelet amañ dindan.

Ur c’hardeur digoust e pep lec’h, div wech an deiz

  • En holl blasoù parkañ da baeañ er straedoù e vez digoust ar c’hardeur kentañ, ur wech etre 9e00 ha 12e00 hag ur wech etre 2e00 gk ha 5e00 gk, abalamour da aesaat ar parkañ berr : arsav prim, lakaomp.
  • Er parklec’hioù e-barzh savadurioù e vez digoust ar c’hardeur kentañ ivez.

Plasoù arsav prim

  • Pevar flas arsav prim (30 munut digoust), merket gant bonnoù lugernus, a ginniger e straed ar Park ha war ar blasenn Alexandre Massé.

Aesaat ar parkañ d’an annezidi

  • Abalamour da aesaat ar parkañ d’an annezidi er c’hreiz-kêr eo bet dalc’het prizioù ar c’houmanantoù er parklec’hioù kloz hag er parklec’hioù e-barzh savadurioù en ul live hag a zo kalz izeloc’h eget an hini evit ar re all (32 € ar miz pe 384 € ar bloaz).
  • Abalamour da aesaat ar parkañ e-pad pell, war an deiz da skouer, ez eus bet lakaet ur c’houmanant hepken war-sav, 32 euro ar miz, sed war-dro 1 euro an deiz, adalek ar 1 a viz Genver 2018 e parklec’hioù ar Stêr-Deir ha De Lattre de Tassigny.

Evit an dud a vicher hag an dilojadegoù

Kêr Gemper a ginnig un treuziad diouzh an deiz pe diouzh ar miz da barkañ er straedoù evit an embregerezhioù dresañ ha kempenn da-geñver o labour, hag e degouezhioù zo evit dilojadegoù an dud prevez.

Aotreoù evit un deiz

Anv zo eus un aotre da ac’hubiñ an domani foran evit ur c’houlz, hag a dalvez evit karbed un den a vicher. Roet e vez e burev-degemer renerezh ar mont-ha-dont hag an hentoù (02 98 98 89 57). Mat eo gouzout ne vez ket roet aotreoù seurt-se etre an 21 a viz Even hag an 31 a viz Eost, nemet ha talvoudus e vefe evit an holl.

Takad e-barzh ar blegenn a-fet an aotre-se

An holl dakadoù (takadoù ma ranker paeañ, takadoù-bale, takadoù parkañ reoliet gant ur gantenn).

Tud hag a glasker tizhout

An holl (tud prevez o tilojañ, embregerezhioù labour, ar c’huzul-departamant,…)

Stignad lakaet war-sav

Gwelet e vez gant un aotre da lakaat a-dreñv gwerenn-dal ar c’harbed pa vez parket.

Mont en-dro

An dud a c’hall goulenn an aotre e burev-degemer renerezh ar mont-ha-dont hag an hentoù, pe en ober dre bostel da voirie@quimper.bzh. Forzh penaos e ranker lakaat teulioù kantreizhañ asambles gant ar goulenn.

Teulioù kantreizhañ hag a c’houlenner

Niverenn Rukad an embregerezh

Niverenn plakenn-varilh ar c’harbed ma n’eo ket skrivet warnañ

Kontroll graet gant ar servijoù

Gwiriet e vez gant ar wazourien a evezh ar straedoù hag-eñ emañ an aotre er c’harbed parket.

Priz

3,74 €/deiz evit an tri deiz kentañ, ha goude-se 5,30 €/deiz evit an deizioù war-lerc’h


Aotreoù miziek

Anv zo eus un aotre hag a c’haller neveziñ bep miz, a dalvez evit karbed un den a vicher, hag a vez roet gant ar servij parkañ-gwirioù plas (02 98 98 88 93). Mat eo gouzout ne vez ket roet aotreoù miziek etre an 21 a viz Even hag an 31 a viz Eost, nemet ha talvoudus e vefe evit an holl.

Takad e-barzh ar blegenn a-fet an aotre-se

An holl dakadoù (takadoù ma ranker paeañ, takadoù-bale, takadoù parkañ reoliet gant ur gantenn).

Tud hag a glasker tizhout

An embregerezhioù a dres hag a gempenn traoù, a rank labourat ingal er c’hreiz-kêr da-geñver o obererezh.

Stignad lakaet war-sav

Gwelet e vez gant un aotre da lakaat a-dreñv gwerenn-dal ar c’harbed pa vez parket.

Mont en-dro

An dud a c’hall goulenn an aotre e burev-degemer renerezh ar mont-ha-dont hag an hentoù, pe en ober dre bostel da stationnement.secretariat@quimper.bzh. Forzh penaos e ranker lakaat teulioù kantreizhañ asambles gant ar goulenn.

Teulioù kantreizhañ hag a c’houlenner

Aotre roet gant servijoù ar parkañ pa ziskouezer dezho kartenn c’hris karbed an embregerezh ha paperenn Kbis an embregerezh.

Kontroll graet gant ar servijoù

Gwiriet e vez gant ar wazourien a evezh ar straedoù hag-eñ emañ an aotre er c’harbed parket.

Priz

34,49 euro ar miz evit pep karbed

Prizioù lakaet

Prizioù en takadoù ma ranker paeañ

Enno e c’haller parkañ betek 2 eur, ha 0,50 € zo da baeañ d’an nebeutañ, eus 9 e da 12 e hag eus 2 e gk da 5 e gk.

PadPrizioù
0h15
0h30
0h45
1h00
1h15
1h30
1h45
2h00
2h15 (diskar priz treuziad goude-parkañ )
2h30 (treuziad goude-parkañ (TGP))
neb abeg
0,50 €
0,80 €
1,20 €
1,80 €
2,40 €
3,00 €
3,60 €
17 €



35 €

Ma chomer parket re bell, hiviziken, e ranker paeañ un treuziad goude-parkañ (TGP) e 17 euro evit an TGP digresket adalek 2e15 parkañ hag e 35 euro adalek 2e30 parkañ.

An neb a bae an TGP dindan 72 eur a vo lakaet dezhañ priz an TGP digresket a 17 euro, a vo tennet anezhañ ar pezh en deus paeet dija evit parkañ.

Klemm enlinenn (RAPO)

Amoug melestradurel diagent ret

Ret eo d’an neb a fell dezhañ elbikat ouzh paeamant un treuziad goude-parkañ (TGP) ober un amoug melestradurel diagent ret (Amdk) digant Kêr.

Vignetenn evit an annezidi

An dud zo o annez pennañ er straedoù evit an dud war droad er c’hreiz-kêr hag er straedoù en takadoù ma ranker paeañ a c’hall bezañ gwerzhet ur vignetenn « annezad » dezho (10 €), gant ma tiskouezint teulioù kantreizhañ. Talvezout a ra e-pad bloaz (bloavezh keodedel, eus ar 1 a viz Genver d’an 31 a viz Kerzu).

Peget e vo ar vignetenn-se ouzh gwerenn-dal o c’harr, ha dre-se e vo digoust ar parkañ evito eus 9 e 00 da 10 e 00 hag eus 4 e 30 da 5 e 00 en takadoù ma ranker paeañ.

Teulioù kantreizhañ evit goulenn ur vignetenn annezad :

  • kartenn c’hris ar c’harr, a rank klotañ ar chomlec’h warni gant hini an annez ;
  • taos war al lojeiz er bloavezh a zo o ren pe er bloavezh kent, pe, ma ne vez ket, kevrat annez e talvoud pe testeni prenañ gant un noter (pa vez annezet an den nevez zo, dindan bloaz) ;
  • fakturenn EDF/GDF pe fakturenn bellgomz nevez a-walc’h.

Ar parklec’hioù kloz

An Tour d'Auvergne : 230 plas, da baeañ war an deiz etre 7 e 30 ak ha 7 e 30 gk, digoust da noz etre 7 e 30 gk ha 7 e 30 ak.

Maréchal de Lattre de Tassigny : 160 plas, digor ha da baeañ etre 7 e 30 ak ha 7 e 30 gk evit an implijerien ordinal ha 24e/24 evit ar goumananterien.

PadPrizioùPadPrizioù
0h15
0h20
0h30
0h40
0h50
1h00
1h10
1h20
1h30
1h40
1h50
2h00
2h10
2h20
2h30
2h40
2h50
3h00
3h15
3h30
3h45
4h00
4h15
4h30
4h45
5h00
5h15
5h30
neb abeg
neb abeg
neb abeg
neb abeg
neb abeg
neb abeg
0,20 €
0,40 €
0,60 €
0,80 €
1,00 €
1,20 €
1,40 €
1,60 €
1,80 €
2,00 €
2,20 €
2,40 €
2,50 €
2,60 €
2,70 €
2,80 €
2,90 €
3,00 €
3,10 €
3,20 €
3,30 €
3,40 €
5h45
6h00
6h15
6h30
6h45
7h00
7h15
7h30
7h45
8h00
8h15
8h30
8h45
9h00
9h15
9h30
9h45
10h00
10h15
10h30
10h45
11h00
11h15
11h30
11h45
12h00
Tiked gollet
3,50 €
3,60 €
3,70 €
3,80 €
3,90 €
4,00 €
4,10 €
4,20 €
4,30 €
4,40 €
4,50 €
4,60 €
4,70 €
4,80 €
4,90 €
5,00 €
5,10 €
5,20 €
5,30 €
5,40 €
5,50 €
5,60 €
5,70 €
5,80 €
5,90 €
6,00 €
6,00 €

Park kloz ar Stêr-Deir : 380 plas, da baeañ war an deiz etre 7 e 30 ak ha 7 e 30 gk, digoust da noz etre 7 e 30 gk ha 7 e 30 ak.

PadPrizioùPadPrizioù
0h15
0h20
0h30
0h40
0h50
1h00
1h10
1h20
1h30
1h40
1h50
2h00
2h10
2h20
2h30
2h40
2h50
3h00
3h15
3h30
3h45
4h00
4h15
4h30
4h45
5h00
5h15
5h30
free
free
free
free
free
free
0,20 €
0,40 €
0,60 €
0,80 €
1,00 €
1,20 €
1,40 €
1,60 €
1,80 €
2,00 €
2,20 €
2,40 €
2,50 €
2,60 €
2,70 €
2,80 €
2,90 €
3,00 €
3,10 €
3,20 €
3,30 €
3,40 €
5h45
6h00
6h15
6h30
6h45
7h00
7h15
7h30
7h45
8h00
8h15
8h30
8h45
9h00
9h15
9h30
9h45
10h00
10h15
10h30
10h45
11h00
11h15
11h30
11h45
12h00
Lost ticket
3,50 €
3,60 €
3,70 €
3,80 €
3,90 €
4,00 €
4,10 €
4,20 €
4,30 €
4,40 €
4,50 €
4,60 €
4,70 €
4,80 €
4,90 €
5,00 €
5,10 €
5,20 €
5,30 €
5,40 €
5,50 €
5,60 €
5,70 €
5,80 €
5,90 €
6,00 €
6,00 €

Ar parklec’hioù dindanzouar hag ar parklec’hioù dindan an amzer

C’hoariva Kerne : 435 plas dindanzouar.

Teodor ar Harz : 194 plas dindan an amzer.

Da baeañ war an deiz ha da noz. Digor eus 7 e 30 ak ha 7 e 30 gk.

PadPrizioùPadPrizioù
0h15
0h20
0h30
0h40
0h50
1h00
1h10
1h20
1h30
1h40
1h50
2h00
2h10
2h20
2h30
2h40
2h50
3h00
3h15
3h30
3h45
4h00
4h15
4h30
4h45
5h00
5h15
5h30
5h45
6h00
6h15
6h30
6h45
7h00
neb abeg
0,40 €
0,60 €
0,80 €
1,00 €
1,20 €
1,40 €
1,60 €
1,80 €
2,00 €
2,20 €
2,40 €
2,60 €
2,80 €
3,00 €
3,20 €
3,40 €
3,60 €
3,70 €
3,80 €
3,90 €
4,00 €
4,10 €
4,20 €
4,30 €
4,40 €
4,50 €
4,60 €
4,70 €
4,80 €
4,90 €
5,00 €
5,10 €
5,20 €
7h15
7h30
7h45
8h00
8h15
8h30
8h45
9h00
9h15
9h30
9h45
10h00
10h15
10h30
10h45
11h00
11h15
11h30
11h45
12h00
13h00
14h00
15h00
16h00
17h00
18h00
19h00
20h00
21h00
22h00
23h00
24h00
Tiked gollet
5,30 €
5,40 €
5,50 €
5,60 €
5,70 €
5,80 €
5,90 €
6,00 €
6,10 €
6,20 €
6,30 €
6,40 €
6,50 €
6,60 €
6,70 €
6,80 €
6,90 €
7,00 €
7,10 €
7,20 €
7,70 €
8,20 €
8,70 €
9,20 €
9,70 €
10,20 €
10,70 €
11,20 €
11,70 €
12,20 €
12,70 €
13,20 €
13,20 €

Koumanant

Da gemer digant penn parklec’h C’hoariva Kerne, plasenn an Tour d’Auvergne dindan ar c’hoariva. Pgz 02 98 64 92 55. Eurioù digeriñ : etre 7e30 ak ha 7e30 gk.

  • Evit an annezidi : 32 € ar miz, 96 € an tri miz, 384 € ar bloaz.
  • Evit ar re all : 65 € ar miz, 185 € an tri miz, 740 € ar bloaz.

Ur priz hepken evit ar c’houmanantoù da barklec’hioù ar Stêr-Deir ha De Lattre de Tassigny adalek ar 1 a viz Genver 2018 : 32 € ar miz, 96 € an tri miz, 384 € ar bloaz.

Servij parkañ

Ti Kêr ha Tolpad-kêrioù - 44, plasenn Sant-Kaourantin - 29000 Kemper

Pgz 02 98 98 88 93 - stationnement.secretariat@quimper.bzh