Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Servijoù | Treuzdougen | Busoù ha kirri-boutin

Busoù ha kirri-boutin

Mise à jour le : 28.03.2012 | 10h03
Bus avec conducteur

Treuzdougen-kêr

Eizh linenn-kêr a ya d’ober ar rouedad treuzdougen-se e kêr Gemper hag an Erge-Vras. 17 linenn e-maez kêr a gas da gumunioù all an tolpad-kêrioù. D’ar Sul enderv e vez busoù o vont gant teir linenn e Kemper. Ur servij a vez graet adalek an ti-gar diouzh an noz.

Ouzhpenn al linennoù boas ez eus eus ar servij minibusoù handiQUB evit kas an dud dalc’het en o c‘heflusk. Gallout a ra ar minibusoù-se kas an dud a zor da zor, diwar c’houlenn, da bep lec’h en tolpad-kêrioù adalek 7e betek 21 e a Lun da Sadorn ha d’ar Sul enderv.

Servijoù all zo rakwelet evit kas an dud e-pad an hañv pe pa vez darvoudoù dibar (bulzunoù evit mont d’an traezhennoù, busoù evit mont da welet krogadoù an UJAP…).

Adkavit ar prizioù, tres ar rouedad hag ar jediñ hentadurioù e lec’hienn QUB.

Treuzdougen e-maez kêr

Ar rouedad Penn ar Bed zo bet lakaet war-sav gant Kuzul-departamant Penn-ar-Bed. Ganti e c’haller mont da bep lec’h en departamant o paeañ ur priz hepken lakaet e 2 € (nemet Kemper-Brest) evit mont dre al linenn dibabet gant ar beajour.

Gant tikedoù ha koumanantoù ar rouedad Penn-ar-Bed e c’haller tapout ur bus digoust en devezh, kenere ouzh rouedadoù busoù an tolpadoù-kêrioù Brest Meurgêr ar Mor (Bibus), Kemper Kumuniezh (QUB) ha Montroulez Kumuniezh (TIM). En em gavout a ra busoù QUB hag ar rouedadoù Penn ar Bed e leurenn etremodel Kemper, zo e-tal ar porzh-houarn.

Eurioù ar rouedad Penn-ar-Bed a vez lakaet da glotañ, kement ha ma’z eus tu, evit ma c’hallfe an dud kenderc’hel da vont pelloc’h dre ginnig dezho an niver brasañ a THR Breizh hag a drenioù e rouedad an SNCF.

Adkavit ar prizioù, tres ar rouedad hag ar c’hlask hentoù el lec’hienn viadoo 29.

Kit da bep lec’h e Breizh gant BreizhGo.

Ti-kêr Kemper

44, plasen Sant-Kaourintin
29000 Kemper
Tél. + 33 (0)2 98 98 89 89
Email : contact@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e