Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Servijoù | Sevenadur | Lenn

Lenn

Mise à jour le : 02.08.2013 | 08h10
Scène de lecture à la médiathèque des Ursulines

Mediaoueg an Ursulinezed

Ti pennañ ar rouedad lennerezh foran e Kemper Kumuniezh, ar vediaoueg a ro bod da 120.000 teul zo frank d’an dud ar sellet outo.

Empennet eo bet Mediaoueg an Ursulinezed, bet digoret e 2008, evel un egorenn digor d’an diskoachañ ha d’al lenn. Aozet eo an teulioù e dastumadoù tematek ha kinniget int war estajerennoù, ouzhpenn 2.500 m2 en holl, ingalet war tri live.

En adraoñ ez eus ur stalig kazetennoù a c’haller lenn pa garer, ur c’horn evit an diskouezadegoù, ur selaouva ha kreizenn deknikel al levrioù a ra war-dro an teulioù e rouedad Kemper Kumuniezh.

En estaj kentañ emañ ar c’horn evit ar re yaouank, al lennegezh c’hallek, al lennegezhioù estren hag al levraoueg c’hladel.

An eil estaj a vod al levraoueg vreizhek, korn « ar Fabrik » gouestlet d’an arzoù ha « Boest ar Ouiziegezh », un dastumad 23 000 teulfim a c’haller amprestañ.

Framm mediaoueg an Ursulinezed, bet savet en ur gouent kozh, a laka ar glad da glotañ gant ar vodernelezh. Evit mirout memor al lec’hioù ez eo bet miret an talioù diavaez  ha framm ar savadur orin (enskrivet e renabl ar monumantoù istorel) ha penn-da-benn int bet renevezet. An daou balier eus ar c’hloastr zo bet adsavet penn-da-benn evel ma oant gwechall hag adkavout a reont o roll monedone orin.  Dre antre istorel ar savadur (e-tal an Tog ruz), an antre pennañ anezhañ, ez eer tre ivez.

En diabarzh ez eo bet adstudiet hag adsavet pep tra evit kinnig un aveadur modern hag akomod, ar framm betoñs houarnet (plañchodoù da zougen miliadoù a levrioù) pergen. An daou astenn n’int ket bet savet stok-ha-stok ouzh an talioù a oa anezho dija, da lavaret eo ez eo disheñvel-mik an doare m’int bet savet ha modernoc’h. E-giz-se e c’haller diforc’hiñ mat an astennoù nevez-savet diouzh ar savadur kozh.

Mediaoueg an Ursulinezed e Kemper

Reper Julien Gracq
29000 Kemper
Pgz : 02.98.98.86.60
mediatheques.quimper-communaute.fr

Meurzh : eus 12 e 30 da 19 e
Merc’her : eus 10 e da 19 e
Yaou : eus 12 e 30 da 19 e
Gwener : eus 12 e 30 da 19 e
Sadorn : eus 10 e da 19 e
Sul ( eus Miz Gwengolo da viz Mae) : 14 e - 18 e
Evit gouzout hiroc’h war ar c’houmanantoù, sellet ouzh ar rubrikenn mediaouegoù (liamm diabarzh)
Titouroù ha sellet ouzh ar c’hatalog war lec’hienn levraouegoù Kemper Kumuniezh.
Bann dehou : Titouroù ha sellet ouzh ar c’hatalog war lec’hienn levraouegoù Kemper Kumuniezh.

Mediaoueg an Ursulinezed e Kemper

Reper Julien Gracq
29000 Kemper
Pgz : 02.98.98.86.60

mediatheques@quimper-communaute.fr

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e