• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Kevredigezh Palier Artem / Pleustroù krouiñ a vremañ

Ar palier Artem zo ur gevredigezh enni arzourien-neuziañ, komiserien diskouezadegoù, istorourien eus an arzoù ha pedagogourien. Ul lec’h eo evit skignañ ar groudigezh a vremañ war dachenn an arzoù neuziañ. Abaoe 1980 e ra war-dro programm bloaziek an diskouezadegoù hag an abadennoù en ur labourat war teir zachenn :

  • Enklask ha skignañ ar pleustroù arzel anavezet hag ar re a zeu war wel
  • Ambroug hag harpañ an arzourien pe ar studierien war an arzoù
  • Degemer an dud ha kas ar grouidigezh war-raok

Gant ar palier e vez degemeret ha stummet an arzourien nevez war an holl boentoù a denn da ziorren o obererezh (eus an arzvarnerezh betek ar gwir) hag e vez kinniget stajoù stummañ dre vodulennoù evit bezañ komiser diskouezadegoù. Artem a ra traoù evit an dud dre vras pa vezont pedet da ober anaoudegezh ha da gejañ gant an arzourien, da rannañ kaoz ganto ha da bleustriñ an arz en emgavioù hag atalieroù dibar aozet evit pep diskouezadeg.

Harpet e vez ar gevredigezh Palier Artem gant Kêr Gemper, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Kuzul-rannvro Breizh ha gant hec’h izili.

Ezel eo ar Gevredigezh Palier Artem eus Kevread ar rouedadoù hag ar c‘hevredigezhioù arzourien neuziañ (Krkan) hag eus ar rouedad Arz a vremañ e Breizh (ABB).

Palier Artem

16 straed Santez Katell
29000 Kemper
Pgz 06 95 21 04 76

galerie.artem@gmail.com
Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh lec’hienn ar palier.