• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Mirdi breizhek

Diskouez a ra ar Mirdi breizhek pinvidigezh glad an arz hag an dudouriezh e Penn-ar-Bed.

Ar Mirdi breizhek, staliet e palez eskibien Kerne, etre iliz-veur Sant-Kaourantin ha kaeoù an Oded, zo ul lec’h eus ar c’hentañ evit kregiñ da ober anaoudegezh gant an departamant.

Goude degas soñj eus ar Ragistor (troioù-gouzoug aour…) e pled ar salioù kentañ gant ar vuhez e keoded gall-ha-roman an Osismied (kizelladurioù, teñzorioù moneiz, listri ha jarloù, listri arc’hant…). E salioù an arz breizhek kozh e tiskouezer skouerioù eus kizelladurioù romanek ha gotek, gwerennoù-livet, un « teñzor » dreistordinal a bezhioù moneiz deuet eus rouantelezhioù Bro-C’hall ha Bro-Saoz, bet douaret er XIVvet kantved ha dizouaret nevez zo, kerkoulz ha pezhioù rouez eus an orfeberezh rannvroel. An estajoù uhelañ zo gouestlet da arzoù pobl Penn-ar-Bed : dilhadoù hengounel liesseurt ha kaer-meurbet, arrebeuri ha kinkladurioù an traezoù pemdeziek.

Dedennet e vez an dud da gentañ er Mirdi gant an dastumad pezhioù krag pe feilhañs (en tu all da 300 pezh), strollet e div sal ma vez diskouezet ar pezh a zo bet produet adalek ar XVIIvet kantved betek an deiz a hiziv.

Gweladennoù heñchet, atalieroù evit ar vugale ha prezegennoù a vez aozet.

Ar mirdi-se, krouet gant kevredad arkeologiezh Penn-ar-Bed e 1846, zo unan eus ar mirdioù kentañ e Frañs, adalek ar bloavezhioù 1860-1870, o plediñ gant an arkeologiezh rannvroel hag an arzoù pobl. Kroget e voe da zastum pezhioù arkeologel d’ar mare-se, ha kendalc’het e vez c’hoazh d’en ober, ar pezh a ra eus ar mirdi-se mirva pennañ istor, tudouriezh hag arzoù pobl Penn-ar-Bed.

Mareoù hag eurioù digeriñ

- eus miz Mezheven da viz Gwengolo: bemdez eus 9e da 6e;
- eus miz Here da viz Mae : bemdez nemet da Lun, da Sul vintin ha d’an deizioù-gouel, eus 9e da 12e hag eus 2e da 5e.

Prizioù

- Priz leun 4€
- Priz digresket : 2,50€
- Digoust evit ar re dindan 18 vloaz, tud dilabour hag an dud a zegemer KOKEO (KOKEO : korvoder kengredoberiant), gant diskouez ur brouenn.

- Digoust da Sul goude merenn eus miz Here da viz Mae.

Mirdi breizhek an departamant

1, straed ar Roue Grallon
29000 Kemper
Pgz 02.98.95.21.60
Plr 02.98.95.89.69
musee.breton@cg29.fr

Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh lec’hienn ar Mirdi breizhek