Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Servijoù | Sevenadur | An Arzoù neuziañ | Ar C’harter

Ar C’harter

Mise à jour le : 14.12.2011 | 16h21
Le Quartier centre d'art contemporain

Abaoe 1990 emañ ar C’harter o sevel un arnodva krouiñ a vremañ e Kemper. Dre aozañ diskouezadegoù peder gwech ar bloaz en he falieroù e fell d’ar Gevredigezh lakaat Kemperiz d’ober un tañva d’an arz a vremañ pe lakaat an amatourien da vezañ kuriusoc’h-kuriusañ.

Tro-dro d’an diskouezadegoù ez aozer abadennoù sevenadurel hag emgavioù gant an arzourien evit divizout diwar-benn an oberennoù diskouezet, dont da welet an argerzh krouiñ pe kemer perzh ennañ hag en em ditouriñ.

Gant ar c’horn levrdi e vez kinniget prenañ pe sellet ouzh un dibab levrioù diwar-benn an diskouezadegoù pe ar c’heleier a denn  d’an arz a vremañ e Breizh. D’ar vugale e vez kinniget ivez un dibab levrioù diwar-benn an arz hag a glot gant o oad.

Harpañ ar c’hrouiñ a vremañ

Reiñ a ra ar C’harter peadra e-keñver arc’hant, teknik, ha tud da skoazellañ d’an arzourien evit ma c’hallfent sevel un oberenn hag he diskouez da gentañ-holl da dud Kemper da-geñver un diskouezadeg. Kavout a ray an arzourien pedet peadra da ziorren o enklaskoù hag o labourioù, displeget ha teuliaouet gant an arzvarnourien hag an istorourien en embannadurioù ar C’harter. E boutin e vez lakaet ar peadra-se, a zeu eus an arc’hant foran, etre an arzour hag ar greizenn arz ha daskoret e vez pa vez gwerzhet an oberenn.

Gant Kêr Gemper, Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ, Renerezh-rannvro Aferioù Sevenadurel Breizh, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed hag ar Rannvro, e vez harpet ar C’harter.

Ar C’harter

10, reper François Mitterrand
BP 1732
29107 Kemper cedex
Pgz 02 98 55 55 77
contact@le-quartier.net

Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh lec’hienn ar C’harter.

Ar C’harter

10, reper François Mitterrand
BP 1732
29107 Kemper cedex
Pgz 02 98 55 55 77
contact@le-quartier.net

www.le-quartier.net

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e