Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Servijoù | Sevenadur | An Arzoù neuziañ | Mirdi an Arzoù-kaer

Mirdi an Arzoù-kaer

Mise à jour le : 14.12.2011 | 16h15
Maxime Maufra (1861-1918) - Les Trois Falaises, Saint-Jean-du-Doigt, 1894 - Huile sur toile, 60.4 x 72.5 cm - Musée des beaux-arts de Quimper© Musée des beaux-arts de Quimper

Mirdi an Arzoù-kaer, diazezet e kreiz-kêr, zo e-touez ar mirdioù-rannvro pennañ e Frañs.

Ingalet eo an dastumad livadurioù kozh etre skolioù an Norzh (Van Haarlem, Rubens, Van Mol, Grebber, h.a...), ar skol italian, a live uhel met n’eo ket ken unvan (Bartolo di Fredi, dell'Abate, Reni, Solimena...), ar skol c’hall, pinvidik-kenañ evit ar XVIIIvet hag an XIXvet kantved (Boucher, Fragonard, Robert, Meynier, Chassériau, Corot, Boudin, ha kement zo...).

An dalc’had livadurioù awenet gant Breizh (Luminais, Breton, Gudin, Leleux, Dargent, Guillou...) zo unan eus perzhioù kreñv dastumad Kemper.  Skol Pont-Aven (Gauguin, Bernard, Sérusier, Maufra, Moret, h.a.) zo unan eus pinvidigezhioù ar mirdi. Echuet eo an dastumad livadurioù gant oberennoù eus an XXvet kantved,  adalek Marquet, Simon, Vallotton betek Tal-Coat, Asse, Maneissier pe Dilasser.

Rentet e vez enor da Vax Jacob, bet ganet e Kemper, a-hend- all. Eno eo bet o chom ingal. Skeudennaouet eo e vuhez gant tresadennoù, livadurioù gouach, kizelladurioù ha teulioù a bep seurt (Picasso, Cocteau, Laurens, h.a...), hag ivez oberennoù diwar zorn e vignoned Moulin, de Belay, Caveng pe Leonardi.

Diskouezadegoù berrbad, gweladennoù displeget (hollek pe tematek), atalieroù evit ar vugale e-pad ar vakañsoù, a vez aozet ingal gant ar mirdi. Ur programm a c’haller kaout digant er mirdi pe a c’hall bezañ kaset dre lizher.

Mareoù hag eurioù digeriñ

  • Gwengolo-Here hag Ebrel-Mae-Mezheven : bemdez nemet da Veurzh eus 9e30 da 12e hag eus 14e da 18e
  • Eus miz Du da viz Meurzh : bemdez nemet da Veurzh ha d’ar Sul vintin eus 9e30 da 12e hag eus 14e da 17e30
  • Gouere-Eost : digor bemdez eus 10h da 19e
  • Serr d’ar 1añ a viz Mae, d’ar 1añ ha d’an 11 a viz Du, d’ar 25 a viz Kerzu ha  d’ar 1añ  a viz Genver.

Mirdi Arzoù-kaer Kemper

40 plasenn Sant-Kaourantin
29000 Kemper
Pgz 02 98 95 45 20
Plr 02 98 95 87 50
musee@quimper.bzh

Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh lec’hienn Mirdi an Arzoù-kaer.

Mirdi Arzoù-kaer Kemper

40 plasenn Sant-Kaourantin
29000 Kemper
Pgz 02 98 95 45 20
Plr 02 98 95 87 50
musee@quimper.bzh

www.mbaq.fr

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e