Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Servijoù | Sevenadur | Sonerezh, dañs, c’hoariva | Sizhuniadoù sonerezh

Sizhuniadoù sonerezh

Mise à jour le : 14.12.2011 | 15h55
Lors des Semaines musicales

Kinnig a ra ar festival sonerezh klasel hag a vremañ-se ur programm pinvidik ha dibar gant abadennoù a bep seurt.

Sizhuniadoù sonerezh Kemper, bet krouet e 1979, a c’hoarvez bep bloaz en teir sizhunvezh kentañ eus miz Eost. An oberennoù kaerañ eus ar Grennamzer, an oberennoù barok, klasel pe a vremañ, brudet pe dianav, a vez c’hoariet lerc’h-ouzh-lerc’h evit kounañ ar sonaozerien veur. Gant ar festival-se e vez kinniget ur programm pinvidik ha dibar gant abadennoù a bep seurt ma c’haller klevet ar piano, ar c’hlavisim, an ograoù, ar binvioù dre gerdin pe dre c’hwezh o’n em veskañ  gant ar mouezhioù fromusañ.

Aozet e vez ar sonadegoù e lec’hioù hoalus ha brav, mat-kaer ar c’hleved enno, ma vez lakaet, ouzhpenn da se, from da sevel en dud pa vez sonet enno : chapel Itron-Varia Kerzevot hag iliz Sant Gwinal (An Erge-Vras), iliz roman Itron-Varia Lokmaria, iliz-veur Sant-Kaourantin hag Orañjezeg Lanniron (Kemper).  E C’hoariva Kerne e vez dalc’het, ouzhpenn ar sonadegoù, prezegennoù hag atalieroù “luderezh” kaset gant tud a-vicher brudet-mat.
Gant Kêr Gemper, Kêr an Erge-Vras, Kuzul-departamant Penn-ar-Bed, Rannvro Breizh hag Akademiezh Roazhon, e vez skoazellet Sizhuniadoù sonerezh Kemper.

Sizhuniadoù sonerezh Kemper

BP 91513
29105 Kemper Cedex
Pgz 02 98 95 32 43
contact@semaines-musicales-quimper.org

Evit gouzout hiroc’h, sellet ouzh ar Sizhuniadoù sonerezh.

Ti-kêr Kemper

44, plasen Sant-Kaourintin
29000 Kemper
Tél. + 33 (0)2 98 98 89 89
Email : contact@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e