Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Servijoù | Sevenadur | Sonerezh, dañs, c’hoariva | Hip hop e Kemper

Hip hop e Kemper

Mise à jour le : 14.12.2011 | 15h50
Block party à Penhars.Photo : Pascal Pérennec

Fellout a ra d’an Hip hop new school ha d’ar Pol hip hop brudañ an hip hop, forzh peseurt doare hip hop e vefe.

Hip hop new school

Ul lec’h kejadennoù plijus eo ar gevredigezh Hip hop new school. Eno en em gav tud ha strolladoù tud disheñvel. Reiñ a ra digarez dezho da gemer perzh e tachennoù liesseurt, da bep hini da lakaat e ijin hag an danvez a zo ennañ da zont war wel.

Aozañ a ra ar gevredigezh ur festival hip hop (mizioù Here/Du) hag a vod ar gwellañ dañserien ha rapperien a zo er bed evit arvestoù, abadennoù a bep seurt ha stajoù abalamour d’an neb a gar da c’hallout ober anaoudegezh ha da gejañ gant al luskad sevenadurel-se.

Hip hop new school

Kreizenn gevredigezhel, 53 hent-dall an Oded
29000 Kemper
06 18 44 34 60
lanewschool@hotmail.fr

Evit gouzout hiroc’h, it e-barzh lec’hienn ar gevredigezh Hip hop new school.

Pol hip hop (P2H)

Kinnig a ra ar gevredigezh P2H kentelioù dañs hip hop a-hed ar bloaz e Ti an Holl an Erge-Vihan, Kerfeunteun ha Penharz.

Aozañ a ra ivez stajoù, asambles gant ar gevredigezh Hip hop new school da-geñver he festival Hip hop e Kerne. Dalc’het e vez un atalier Un atelier pleustriñ diouzh ma fell d’an den a vez bep Sadorn e sal an Douar Du. Kinniget e vez atalieroù evit mont donoc’h ganti asambles gant ar gevredigezh sonerezhioù ha dañsoù e Penn-ar-Bed.

Darempred : Ali Ahamed en niverenn 06 98 46 01 35, pe dre aliahamed.p2h@gmail.com
Evit gouzout hiroc’h, it e-barzh lec’hienn P2H.

Ti-kêr Kemper

44, plasen Sant-Kaourintin
29000 Kemper
Tél. + 33 (0)2 98 98 89 89
Email : contact@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e