Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Servijoù | Sevenadur | Sonerezh, dañs, c’hoariva | Skol sonerezhioù hag arzoù ar c’hoariva

Skol sonerezhioù hag arzoù ar c’hoariva

Mise à jour le : 14.12.2011 | 15h42
Lors d'un atelier musique et danse au conservatoire.Photo : Pascal Pérennec

Kinnig a ra ar Skol (CMAD) kelennadurezh an arzoù hag ivez sonadegoù.

Evit an amatourien hag an holl dud

Aozañ a ra ur roll abadennoù arzel ha sevenadurel a-hed ar bloaz gant arvestoù, sonadegoù, prezegennoù ha masters-class.

Labourat a ra gant an amatourien war an tachennoù-mañ :

  • ar vouezh : deskiñ penaos ren ul laz-kanañ, atalieroù war ar vouezh ;
  • ar binvioù dre gerdin : strolladoù sonerezh kambr, laz-seniñ ;
  • ar binvioù-c’hwezh dre ar gevrat gant Laz-seniñ Kemper Kerne, evit pourchas kelennerien da skouer ;
  • ar sonerezh hengounel dre ar c’hevelerezh gant Bodadeg ar Sonerion evit stummañ ar bennsonerien ha pourchas kelennerien ;
  • lec’hioù a-ratozh hag a c’hall bezañ implijet gant ar strolladoù amatourien.

Evit ar skolioù

Lakaet eo ar CMAD, gant ar Stad, da skol « a zo an departamant he zachenn », gant-se ez eo he c’hefridi frammañ hag unvaniñ kelennadurezh an arzoù e su Penn-ar-Bed, hag ober al liamm etre ar skolioù sonerezh, dañs ha c’hoariva a zo er c’hornad.

Mont a ra ar skol sonerezhioù er skolioù, dreist-holl dre ar sonerien a zo ganto an Diplom skol-veur a soner-prezegenner (Dumi).
Ur greizenn dafar eo war dachenn kelennadurezh an arzoù ha perzhioù dibar an arzoù (kelennerien dave).

Skol sonerezhioù hag arzoù ar c’hoariva Kemper

5, straed an Douvezioù
29000 Kemper
Pgz 02 98 95 46 54
Pelleiler 02 98 95 13 81
accueil.cmad@quimper.bzh

Digor e vez (ar sekretouriezh) d’al Lun, Meurzh, Yaou ha Gwener, etre 14e ha 17e30l, ha d’ar Merc’her etre 9e ha 12e hag etre 14e ha 18e.
Serret e vez d’ar Sadorn.

Skol sonerezhioù hag arzoù ar c’hoariva Kemper

5, straed an Douvezioù
29000 Kemper
Pgz 02 98 95 46 54
Pelleiler 02 98 95 13 81
accueil.cmad@quimper.bzh

Digor e vez (ar sekretouriezh) d’al Lun, Meurzh, Yaou ha Gwener, etre 14e ha 17e30l, ha d’ar Merc’her etre 9e ha 12e hag etre 14e ha 18e.
Serret e vez d’ar Sadorn.

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e