Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Servijoù | Sevenadur | Sonerezh, dañs, c’hoariva | Aprèm'Jazz

Aprèm'Jazz

Mise à jour le : 14.12.2011 | 15h33
Lors du festival des Aprem'jazz

Krouet e oa bet ar gevredigezh Aprèm’Jazz e2001 abalamour de vrudañ ha da skignañ an jazz.

Bep bloaz e vez kinniget un heuliad sonadegoù nevez. D’ar Sul goude merenn e vezont dalc’het peurvuiañ.

Sonadegoù e salioù bihan, kejadennoù jazz, gant tud brudet, sonerien eus ar rannvro pe re anavezet er bed a-bezh, peadra zo da blijout d’an holl. Diwar se e vez aozet sonadegoù e lec’hioù a bep seurt gant sikour hor c’hevelerien niverus e Kemper hag e Kerne : Ti an Holl Penharz, ar pub Ceili, C’hoariva Kerne, C’hoariva Max Jacob, an Triskell e Pont-’n-Abad, an Archipel e Fouenant…

Ar pezh a gont da gentañ-penn evit izili ar gevredigezh eo ar blijadur da vezañ asambles, da selaou jazz a-stroll, pell diouzh an arnodoù digomprenus evit an darn vrasañ eus an dud, anez lakaat live an abadennoù a-fet sonerezh da zigreskiñ evit kelo-se. Krouet he doa Kemper Jazz Festival e miz Ebrel 2010 gant ar memes spered diazez.

Bep bloaz e fell da Aprèm’Jazz reiñ tro d’arzourien eus ar c’hornad da ziskouez ar pezh a reont, ha da sonerien a vicher ha d’amatourien da gejañ an eil re gant ar re all, da-geñver masters-class lakaomp.

Aprèm’Jazz

53 hent-dall an Oded
29000 Quimper
Pgz 06 32 40 09 73
contact@apremjazz.com

Evit gouzout hiroc’h, it e-barzh lec’hienn Aprèm'Jazz.

Ti-kêr Kemper

44, plasen Sant-Kaourintin
29000 Kemper
Tél. + 33 (0)2 98 98 89 89
Email : contact@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e