• Brezhoneg
  • Brezhoneg

Kemper Hag Ar Brezhoneg

Kêr Gemper zo o ren un obererezh hardizh ha dibar evit kelenn, brudañ ha skignañ ar brezhoneg en takad foran. Ar pal : reiñ tro d’an holl vrezhonegerien, bras ha bihan, da vevañ o yezh en o buhez pemdeziek.

Ar brezhoneg, ur yezh vev ? E Kerne ez eus tost da 14% eus an annezidi hag a zo brezhonegerien*, ha n’eo ket an oberoù a vank, en he c’hêr-benn, evit treuzkas anezhañ ha lakaat anezhañ da vevañ. Ul lañs kreñv douget gant Kêr Gemper hag ar c’hevredigezhioù.

Ur c'hoant a-stroll 

D’ar 5 a viz Mezheven 2015 e oa bet degemeret gant ar C’huzul-kêr un disklêriadur war an ton bras evit ur politikerezh buhezek ha youlek evit sevenadur ha yezh Breizh. Un destenn hag a embann youl ar strollegezh da ziorren ar brezhoneg hag a adlavar an doujañs d’ar gwirioù sevenadurel gouestlet gant kenemglev an Unesco.

Soñj a zegas an disklêriadur nevez-se ivez eus engouestl kêr Gemper evit ar garta Ya d’ar Brezhoneg. Gant honnezh, krouet gant Ofis publik ar brezhoneg, eo kadarnaet ar politikerezhioù lakaet war-sav gant ar strollegezhioù evit ar brezhoneg hag a laka pevar live ober.

Goude bezañ bet garedonet gant al live 2 emañ Kêr Gemper o klask kaout al live 3 hag em em harpañ, evit an dra-se, war engouestl he holl wazourien.

Un obererezh kempoell

Evit lakaat ar brezhoneg da vevañ dre he oberezhioù e oa bet degemeret gant Kêr Gemper, e dibenn 2021, ur « Sturlevr implij ar brezhoneg ». Un teul hag a rank reiñ tro, da bep hini, da berc’hennañ gwelloc’h dalc’hoù an divyezhegezh hag a zegas kuzulioù ha hentennoù evit lakaat anezhañ da dalvezout er vuhez pemdeziek.

Politikerezh yezh Kêr Gemper zo renet war veur a dachenn. A-fet kehentiñ eo bet degemeret an divyezhegezh gant ar strollegezh evit he skritelloù, he flaketennoù kelaouiñ (titoù / istitloù) hag he lec’hiennoù internet (kemper.bzh)

Dibabet ez eus bet gant Kêr ivez lakaat panelloù-heñchañ ha panelloù divyezhek, ha boulc’het he deus ur c’houlzad liesvloaziek evit erlec’hiañ he flakennoù-straed.

Evit lakaat un divyezhegezh a-zoare da dalvezout, erfin, e kenlabour ar wazourien gant Ofis publik ar brezhoneg ha gallout a reont en em stummañ war ar brezhoneg, m’o deus c’hoant, war o amzer labour. A-drugarez d'ar c'henlabour ha d'ar stummadurioù-se e c'hallont kinnig deoc'h podkastoù e brezhoneg diwar-benn glad Kemper ha gweladennoù e brezhoneg e mirdioù ar Gêr.

Bevañ e brezhoneg

E dibenn 2021 e oa bet degemeret gant Kêr Gemper ul levrig familh divyezhek galleg-brezhoneg nevez, evit reiñ tro d’an holl re o deus c’hoant, tud kurius pe brezhonegerien, stagañ pe adstagañ gant ar  brezhoneg. Empennet eo bet e kenlabour gant Ofis publik ar brezhoneg ha reiñ a ra kement a ditouroù d’an dud en div yezh.

E Kemper e c’haller goulenn ivez ma vo lidet an euredoù en div yezh, e brezhoneg hag e galleg. Meur a zilennad zo brezhonegerien ha gouest int da da ginnig al lid-se en div yezh. Trawalc’h eo goulenn pa vez graet an difraeoù.

Erfin, evit ar familhoù, e harp Kêr he zeir skol bublik divyezhek hag he zeir skol Diwan, koulz ha diorroadur an hentadoù-se, evit reiñ tro d’ar vugale da zeskiñ brezhoneg adalek an oad tenerañ. Kemer a ra perzh Kêr ivez er c’houlzad bloaziek evit brudañ ar c’helenn divyezhek hag arc’hantaouiñ a ra, er skolioù ma n’eus ket eus an hentad-se, e kenlabour gant ar C’huzul-departamant hag ar C’huzul-rannvro, ur stignad deskiñ un tamm brezhoneg.

Evit kavout ur skol divyezhek e-kichen ho ti e c’hallit mont war al lec’hienn ecole.bzh.

Un ahel pouezus eus an demokratelezh lec’hel

Evit ar brezhoneg, un dra bouezus evit ar C’hemperadezed hag ar Gemperiz, ez eus bet krouet ur bodad trakêr gouestlet. El lec’h kejadennoù ha kendivizoù-se etre an dilennadezed, an dilennidi hag ar c’hevredigezhioù e c’haller labourat, a-gevret, war kinnigoù politikerezhioù publik a vez graet d’ar C’huzul-kêr.

*Enklask TMO Rannvroioù 2018 diwar-benn stad yezhoù Breizh

Darempred

Thomas Moysan
Karget a gefridi evit ar brezhoneg
Kêr Gemper
PGZ/TEL : 02 98 98 89 89

thomas.moysan@quimper.bzh