Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Servijoù | Sevenadur | Darvoudoù bras

Darvoudoù bras

Mise à jour le : 14.12.2011 | 14h46
Lors du Festival de Cornouaille 2011

C’hwever – Les Hivernautes / Polarités

Programmiñ a ra « Les Hivernautes » muzikoù o tarzhañ pe nebeut skignet. Kinnig a ra ur plas dreistpouezus d’ar c’hrouiñ lec’hel kerkoulz ha d’ar c’hengej etre doareoù arzel all (arzoù gwelet, niverel …). Divizoù, prezegennoù, teulfilmoù a vez kinniget ivez a-hed ar festival.

Mae – Emgav gant kontadennoù / Ti an Holl an Erge-Vihan

Emgav gant kontadennoù zo un abadenn festus evit ar familhoù e-lec’h ma vez degemeret konterien, arzourien-straed ha sonerien e traoñienn Sant-Laorañs e-pad un devezh. Kinniget e vez troiadoù, abadennoù hag ivez un droiad souezh pe meur a hini e lec’hioù digustum.

Mezheven – Festival Penharz / Ti an Holl Penharz

E-pad 5 devezh e teu karter Penharz da vezañ ur festival : abadennoù, hip-hop, arzourien-straed, dañs, sonadegoù, abadennoù-bale, arvestoù… e-kichen ur gêriadenn gevredigezhel vras a ginnig boued a bep lec’h.

Mezheven – Gouel ar sonerezh

Leurennoù bras sonekaet gant strolladoù akoustek, setu ar programm prientet gant kêr hag ar c’hevredigezhioù kevelet a vez kemmesket ar bedoù ganto : jazz, rock, sonerezh ar bed, sonerezh klasel, sonerezh breizhek, elektro… ur gouel atebek eo ivez gant an takad dizarbenn, ar bulzunoù QUB hag ar vrigadenn c’hlas.

Mezheven – Gwengolo

Yaouvezhioù an Eskopti / Kenseurtiezh ar strolladoù folklorel

Bep Yaou e vez lakaet gant ur bagad hag ur c’helc’h ene ar Vreizhiz da virvilhañ e liorzhoù an Eskopti. Evit echuiñ ar sezon e vez aozet un abadenn vras e pavilhon Penwiler : bagadoù ha kelc’hioù en em vod evit ur fest-noz bras.

Gouere – Gouelioù meur Kerne

Ur fesvital abadennoù a bep seurt eo Gouelioù meur Kerne hag a laka liesseurted sevenadur Breizh hiziv war wel. Bemdez e vez kalon istorel Kemper o virvilhañ diwar lusk Kerne : sonadegoù sonerezh hengounel, sonerezh ar bed, folk, rock, abadennoù evit an dud yaouank, festoù-noz, dibunadegoù bagadoù, kenstrivadegoù sonerien, abadennoù dañs, stajoù, atalieroù, skol-veur hañv, diskouezadegoù…

Eost – Sizhuniadoù ar sonerezh / OSCAC

An oberennoù kaerañ, brudet pe dianav - sonerezh eus ar Grennamzer, sonerezh barok, klasel pe kempred -  a vez c’hoariet lerc’h-ouzh-lerc’h a-hed Sizhuniadoù ar Sonerezh programmet e miz Eost. Dibabet pizh  e vez al lec’hioù ma vez aozet ar sonadegoù evit o ferzhioù akoustek, o speredelezh pe o hoal. Reiñ a reont ivez an tu da lakaat ur glad pinvidik-kenañ a-fet savouriezh hag arz da dalvezout.

Here – Odisea ar gerioù / Mediaouegoù Kemper Kumuniezh

Etre diskouezadegoù, lennadennoù, prezegennoù, emgavioù aozerien, e vez aloubet kêr Gemper, levraouegoù ha mediaouegoù an tolpad-kêrioù  gant Odisea ar gêrioù. Kinnig a ra ur programmadur pinvidik-kenañ diazezet war ar c’hoari en-dro d’al lennegezh, ar skiant, an istor, an arz...

Here - Du – Festival Hip Hop New School

Dañserien, kanerien rap, MC, Dj ha grafourien a ro al lusk etre battles, sonadegoù, prezegennoù, diskouezadegoù ha stajoù en-dro d’an Hip Hop.

Du – Deoc’h da c’hoari / Ti an Holl an Erge-Vihan

Un emgav bras, na c’haller ket c’hwitañ, en-dro d’ar c’hoari evit an holl (babigoù, bugale, krennarded, oadourien, familhoù…). Treiñ a ra Ti an Holl en ur c’hoariaoueg bras-divent e-pad un dibenn-sizhun. C’hoarioù a bep seurt a vez kinniget : c’hoarioù stroll, c’hoarioù ouesk, dreistmentet, drevezet pe ijinet. Un emgav a vez aozet a-ratozh evit ar vugaligoù hag en degouezh-se e vez degemeret ar frammoù degemer hag ar skoazellerezed-mamm.

Kerzu – Festival C’hoariva da bep oad / Très tôt théâtre

Ur festival hag a ginnig an arvestoù-bev gwellañ, ar c’hrouidigezhioù uhelekañ ha labouretañ evit an dud yaouank. Er programm : c’hoariva, margodennoù, dañs, emgavioù gant an arzourien hag arzoù-straed.

Ti-kêr Kemper

44, plasen Sant-Kaourintin
29000 Kemper
Tél. + 33 (0)2 98 98 89 89
Email : contact@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e