Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Ti-kêr | Kengred etrebroadel

Kengred etrebroadel

Mise à jour le : 12.12.2011 | 10h16
Enfants à la lessive à Yaoundé au Cameroun
En em vodañ a ra ar c’hevredigezhioù hag an dud a-youl vat, harpet gant an ti-kêr, en tu all d’hon harzoù evit ur bed reishoc’h.

Ouzhpenn tregont kevredigezh a denn d’ar c’hengred etrebroadel zo e Kemper. Daou rummad : ar c’hevredigezhioù lec’hel hag ar re zo stag ouzh ur rouedad etrebroadel. Kenlabourat a reont gant un aozadur eus ar vro empleget, en un engouestladur a ziorren padus.

Diazezet eo o raktresoù war ezhommoù lakaet anat ar boblañs, war ar rannañ hag ar c’heneskemm, ha n’eo ket war ar skoazell pe ar c’hoant eeun d’ober traoù ha tra ken. An domanioù a vez graet ar muiañ war o zro a denn d’ar gwirioù diazez evit an dour, ar yec’hed, an deskadurezh evit an holl kerkoulz ha gwirioù mab-den.

Un nebeud taolioù-kaer

  • PAE Togo a gizidika al liseidi ouzh ar c’hengred etrebroadel, a  laka anezho da ijinañ ha da gas raktresoù da benn e-kerzh chomadennoù labour, dreist-holl e korn-bro Bassar (Togo). 70 toulladur zo bet kaset da benn gant ar gevredigezh, da lavaret eo ez eus 70 kêriadenn ma vez evet dour yac’h. PAE Togo zo ivez kant miliadoù a levrioù kaset du-hont, stummadurioù pedagogel ha yec’hedel a-vras, gounit seurtadoù riz nevez… hag e-leizh a raktresoù.
  • Gant Stroll gwir minic’hi Kemper e vez degemeret tud o’n em gavout a bep lec’h goude bezañ aet kuit eus o bro dre guzh :  Kosovared hag Albaniz, Armeniz, Tchetchened… Skoazellet e vezont gant Kreizenn Obererezh Sokial ar Gumun (KOSG). 50 teuliad a vez meret gant ar stroll.
  • Abaoe ouzhpenn ugent vloaz e kenlabour ar gevredigezh Kemper Santamaria-Orlea-Bro-Hateg war tachennoù ar stummañ, ar buhezañ ha war diorren ar maezioù gant kêr Santamaria-Orlea (Roumania). Ganti ez eus bet broudet dreist-holl un unvez produiñ ha treuzfurmiñ laezh e Bretea, ez eus bet lakaet un atant dave war-sav, ez eus bet aozet beajoù studi evit al labourerien-douar eus Frañs ha sternerien kreizennoù-dudi e Roumania.

Ti-kêr Kemper

44, plasen Sant-Kaourintin
29000 Kemper
Tél. + 33 (0)2 98 98 89 89
Email : contact@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e