Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Ti-kêr | Gevelladennoù hag darempredoù etrebroadel

Gevelladennoù hag darempredoù etrebroadel

Mise à jour le : 12.12.2011 | 10h14
La ville de Lavrio située à 60 km d'Athènes
Gevellet eo Kemper gant Remscheid (Alamagn), Luimneach-Limerick (Iwerzhon), Ourense (Spagn), Lavrio (Gres) ha Foggia (Italia).

Remscheid

E Nordrhein-Westfalen, e kornôg Alamagn,  emañ Remscheid, zo ur c’hoad bras-meurbet tro-dro dezhi. Remscheid, a voe gwechall kavell an houarn hag an artizanerezh goveliet, zo ur pol a bouez evit a sell ouzh greanterezh alaman ar binvioù, ar sevel mekanikerezh, hag ivez ur pol kenwerzh ha servijoù.

E-leizh a draoù dibar a ginnig Remscheid d’he gweladennerien evel : Mirdi Broadel Röntgen, Mirdi Broadel ar Binvioù, karterioù istorel kozh Lennep, ar pont hent-houarn uhelañ eus Alamagn, ar Mirdi Rannvroel hag all…
An ardremez zo ur prof hep e bar ken evit ar 126 000 a dud zo o chom e Remscheid ken evit ar veajourien.  En em astenn a ra pennoù koad Bro Verg en holl garterioù kêr zo goloet an traoñiennoù hag ar  rozioù anezhi gant parkeier ha pradoù.

Kreñv gant 40 bloavezh a skiant-prenet hag ur c’hant ezel bennak eo oberiant-kenañ ar c’hevelladenn gant Remscheid.  E-leizh a eskemmoù etre ar skolioù hag a eskemmoù sevenadurel a vez graet bep bloaz. Da bont ar C’horroidigezh e vez lakaet al liammoù a vignoniezh da badout gant ar familhoù alaman ha breton dre ma’z eont an eil re hag ar re all d’en em weladenniñ. An abadennoù sport, evel Stampadoù ar Bradenn, zo un digarez evit Rederien ar Bradenn hag ar rederien war droad eus Remscheid d’en em gavout asambles en-dro  d’ur sport int holl entanet gantañ.

Lec’hienn poellgor gevelliñ Kemper-Remscheid : http://www.quimper-remscheid.eu

Sellit ouzh lec’hienn ofisiel Remscheid : http://remscheid.de

Luimneach-Limerick

Luimneach-Limerick zo ar gêr vrasañ war an aod e kornôg Iwerzhon. Ar gêr-se, war un dro sez an eskibien, porzh, pol greantel e-kreiz ul lec’h kej a c’hoarvez eus douarhentoù ha hentoù-houarn, a liamm proviñsoù su ha kornôg  ar Republik etrezo.

Gant 75 000 a annezidi ez eo Luimneach-Limerick ur gêr-benn rannvroel vras. Savet eo bet war glannoù reter ha kornôg ar stêr Sionainn-Shannon, zo war-hed 90 kilometr war-bouez nebeut diouzh ar Mor Atlantel ha war-hed 27 kilometr diouzh aber Sionainn-Shannon.

Lec’hiet-kaer eo Luimneach-Limerick evit mont da weladenniñ ar gweledvaoù brudetañ eus Iwerzhon hag ar monumantoù istorel e su hag e kornôg ar vro.  Cill Airne-Killarney, Boirinn-Le Burren ha Conamara a c’haller gweladenniñ en un devezh. Stank eo an ilizoù, an abatioù hag ar manatioù kozh, ouzhpenn, el lec’hioù tro-war-dro kêr hag en he c’hontelezh.

Hentoù-houarn war-eeun a liamm kêr gant Dulenn, Ros Láir-Rosslare, Port Láirge-Waterford ha Corcaigh-Cork. Abaoe m’eo bet diorroet aerborzh etrebroadel Sionainn-Shannon eo bet kresket brud Luimneach-Limerick.

Sellit ouzh lec’hienn ofisiel Luimneach-Limerick: http://www.limerick.ie

Ourense

Gant he 108 000 a annezidi, Ourense zo an trede kêr e Galiza gant he foblañs ha pennlec’h ar broviñs zo anvet evelti.

Kavell ar sevenadur galizat eo Ourense. Er mirdi e virer e-leizh a vinvioù eus henoadvezh ar maen, testenioù eus ur binvidigezh arkeologel pouezus. War-lerc’h ar Romaned o doa savet kêr e oa chomet e-leizh a aspadennoù, en o zouez ar pont Vella a dremen dreist ar stêr Miño-Miro. Er Grennamzer eo e kemeras kêr he lañs da vat, evel ma tiskouez meurded iliz-veur San Martiño (Sant Varzhin).

Ouzhpenn bezañ rannvro al labour-douar hag ar gwin ez eo ivez ur gêr a servijoù e « lieskogn armerzhel San Cibrao (Sant-Kiprian) ».

En Ourense ez eus  kibelldioù ha mammennoù dindan an amzer evel mammennoù brudet « As Burgas » e kreiz-kêr.

Eskemmoù a vez graet etre liseoù Breizh ha re Galiza. An abadennoù « salud… y a palabras », peuzheñvel ouzh an abadennoù digor-kalon yezhoù a vez aozet gant Ti an Holl an Erge-Vihan, a vez kinniget gant ar poellgor gevelliñ.  An digarez eo evit komz spagnoleg en-dro d’un nebeud tapas.

Eskemmoù armerzhel a vez graet ivez dre ma’z eus bet sinet ur c’henmglev etre ur palier kenwerzhel eus Ourense ha palier Géant Bro-Gerne.  Gant an intrudu-se e c’haller degemer  studierien war ar  skiantoù armerzhel, pe war diskiblezhioù all  e darempred gant ar c’henwerzh, e staj.

Strollad gevelliñ Kemper-Ourense : http://ourensequimper.blogspot.com

Sellit ouzh lec’hienn ofisiel kêr Ourense (e spagnoleg) : http://www.turismourense.com

Lavrio

E beg pellañ an Attika emañ Lavrio, wa-hed 60 km diouzh Aten. War-dro 10 500 a annezidi zo enni. Deuet eo Lavrio, ul lec’h a bouez evit korvoiñ mengleuzioù, da vezañ ur porzh a bouez war an aod e reter Gres. Lavrio, lec’hiennoù arkeologel  tro-dro dezhi (en o zouez templ brudet Poseidon e Kab Sounion), zo ul lec’h loc’hañ evit mont d’ar C’hlikadoù.

Foggia

Foggia zo ur gêr eus Puglia (er biz da Napoli), e su Italia, zo enni tost da 170 000 a annezidi. Brudet eo a bell zo evit he marc’had labour-douar. Gouezet he deus kas he gennad gounezvouederezh war-raok. Ur glad arkeologel pinvidik a bouez a gaver enni hag anavezet eo ivez evit he festival jazz.

En em harpañ a ra ar poellgor gevelliñ war chemed ar genseurtiezh Italia-Breizh : klotañ a ra an div gevredigezh an eil gant eben ha c’hoant bras o deus da lakaat Kemperiz d’ober anaoudegezh gant ur vro, ur yezh hag ur sevenadur pinvidik.

Ti-kêr Kemper

44, plasen Sant-Kaourintin
29000 Kemper
Tél. + 33 (0)2 98 98 89 89
Email : contact@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e