Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Ti-kêr | Servijoù kêr

Servijoù kêr

Mise à jour le : 31.05.2016 | 16h06
L'accueil des élus au premier étage de la mairie
Kabined ar maer, pennrenerezh ar servijoù, ar poloù.

Abaoe ar 1añ a viz Genver 2000 ez a an Erge-Vras, Gwengad, Lokorn, Plogoneg, Ploveilh, Ploneiz, Pluguen ha Kemper d’ober ur gumuniezh tolpad-kêrioù hag a vez meret gant servijoù ar gêr-greiz (Kemper).

Dibabet ez eus bet merañ an div strollegezh publik en ul lec’h hepken, ar pezh a oa bet kardarnaet pa oa bet treuzkaset un strollad gwazourien da Gemper Kumuniezh d’ar 1añ a viz Genver 2004.

En Ti kêr ha tolpad-kêrioù, e Kemper, emañ chomlec’h ha degemerva an div velestradurezh-se.

Pennrenerezh ar servijoù

Gant pennrenerez ar servijoù e vez renet, kenurzhiet ha kaset war-raok holl servijoù kêr.

Evit kas he c’hefridi da benn e vez harpet ar bennrenerez gant pemp pennrener poloù zo meur a renerezh dindano.

Renerezh ar bennvelestradurezh, renerezh ar c’hehentiñ hag ur c’hargad a gefridi zo war-eeun dindan he renerezh.

Bann dehou : Renerezh ar servij : Jean-Luc Boeuf. Darempred : 02 98 98 88 53

Ar poloù

Ar servijoù-kêr zo bodet e pemp pol bras zo strollet meur a renerezh enno :

  • pol ar c’hengred,
  • pol diorren ar sport, an deskadurezh hag ar sevenadur,
  • ar pol dafar (urzhiataerezh, koskor, budjed),
  • pol terkañ hag endro bevañ (raktresoù bras, kêraozouriezh, ardremez ha liorzhoù),
  • pol monedone, hentoù hag endro.

Ti-kêr Kemper

44, plasen Sant-Kaourintin
29000 Kemper
Tél. + 33 (0)2 98 98 89 89
Email : contact@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e