Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Anavezout Kemper | Glad | Parkoù ha liorzhoù

Parkoù ha liorzhoù

Mise à jour le : 07.12.2011 | 16h51
Coquelicots

Kemper, kêr arz hag istor, a ginnig un endro bevañ dibar d’hec’h annezidi ha  dizoloadennoù dibaouez d’he gweladennerien. Gwir eo eo lec’hiet mat hor c’hêr hag ez eus ganti ur glad  kaer-kenañ  a-fet savouriezh.

Ret eo dimp talvoudekaat ar pinvidigezhioù-se dre zerc’hel kont bemdez eus hon endro. Gant ar spered-se eo e klask renerezh takadoù glas Kêr Gemper  hor mad en ur labourat evit kaeraat hon endro bevañ.

Garedonet eo bet ar strivoù rak div wech he deus degemeret Kemper «  Priz Meur Broadel ar Bleuñvañ », ar priz uhelañ war an dachenn-se.

Ma plij d’an holl dud gwelet an treuzelloù bleuniet war an Oded hag ar bleuñvegoù e-harz ar ramparzhioù, e chom kuzhet, a-wechoù, al liorzhoù kaerañ eus Kemper d’an dud na glaskont ket o gwelet. E korn ur straedig, e penn pellañ ur skwar bihan a seblant dister,  ez eus lec’hioù dibar  da ziskoachañ a-wechoù.

Liorzh ar retred

Le jardin de la retraiteVoir l'image en grand Le jardin de la retraiteAl liorzh-se, un hanter hektar pe dost he gorread, e diabarzh ramparzhioù ar gêr gozh, zo mogerioù tro-dro dezhi. Bez’ ez eo ul liorzh war un dro, kuzh ha liesdoare gant he liveoù disheñvel.

Liorzh ur manati e oa bet gwechall ha talvezout a rae da lec’h bourmen ha da vered.  Dre m’eo troet ouzh ar c’hreisteiz ha m’eo razek an douar enni e c’haller broelañ  spesadoù plant gwall rividik evel ar palmez (ur wezenn Brahea edulis zo o kreskiñ  enni), ar plant  eus Amerika, Chile, Zeland-Nevez, Suafrika, Sina pe eus broioù tro-dro  d’ar Mor Kreizdouar.

Diaes eo broelañ plant an douaroù sec’h e Breizh hag evit dont a-benn e ranker plantañ anezho war poulloù dizourus bras  a vir ouzh an dour da chagañ e-pad ur mare yen. Noazout a ra ar reñver a zour, evit gwir, ouzh ar seurt plant-se.

Gorread : 5800 m²

Mont dre straed an Douvezioù hag ar straed Elie Freron

Liorzh ar c’hoariva

Le jardin du théâtre Max JacobVoir l'image en grand Le jardin du théâtre Max JacobLiorzh ar c’’hoariva, terket e fin an XIXvet kantved war ur vrec’h kozh eus an Oded, zo bet kempennet hervez ar stil romantel saoz gant plant a orin eus ar Stadoù-Unanet hag eus Sina.

Al liorzh-se, 1 hanter hektar he gorread, a vod rummoù plant, rouez a-wechoù, en ul lec’h enk ha strizh. Kavout a reer enni ur wezenn-ivin-muskad, ur gingko biloba, ur wezenn-dulipez eus Amerika, ur sekoiaenn ramzel, ur siprezenn-voal. Tro-dro d’ar gwez-se ez eus azale, brug-roz  ha plant bividik. Unan eus liorzhoù koshañ Kemper eo.

Gorread : 6400 m²

Mont dre ar boulouard Dupleix.

Liorzh ar prioldi

Le jardin du PrieuréVoir l'image en grand Le jardin du PrieuréAl liorzh, war ribl an Oded, e-kichen prioldi Lokmaria hag ar feilhañserezh Henriot, zo enni plant frondus ha plant eus ar Grennamzer, hervez  spered  liorzhoù ar manatioù e mare Anna Vreizh. Ar gwez-kistin, ar gwez-derv, ar skilt, ar greunit, hag an dir skoet en tan, eo an dafar diazez. Ar frouezh, kerkoulz hag ar plant bevidik a veze gounezet e karrezennoù uhelaet er mare-se, a ya da glokaat  al liorzh.

E-kreiz al liorzh ez eus ur c’hledour hag ennañ ur feunteun, arouez ar vammenn a vuhez a zoure ar baradoz gwechall. Ar pergolaioù zo aroueziet ganto bolz an oabl ha gant pep plantenn e vez aroueziet un dra bennak,  anavezet mat gant an dud er Grennamzer, evel ar roz a arouez ar yaouankiz pe al lili gwenn a arouez ar c’hlanded.

Serr e vez dorioù al liorzh da noz.
Gorread : 1700 m²
Mont dre ar blasenn Bérardier.

Ti-kêr Kemper

44, plasen Sant-Kaourintin
29000 Kemper
Tél. + 33 (0)2 98 98 89 89
Email : contact@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e