Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Anavezout Kemper | Glad | Un nebeud lec’hioù da weladenniñ | Straed ar Gereon

Straed ar Gereon

Mise à jour le : 07.12.2011 | 16h44
La rue Kéréon

Ar straed ma vez graet ar muiañ a genwerzh  e Kemper eo bet straed ar Gereon a-holl-viskoazh. Dont a ra hec’h anv eus korfuniad ar gereon hag ar votaouerien a laboure hag a werzhe lêr enni.

Er Grennamzer e kase an hent pennañ strizh-se eus ar Blasenn Sant-Kaourantin d’ul lec’h ledanoc’h e kroashent ar straedoù Sant-Frañsez hag ar Stalioù-kig : ar Blasenn Maubert, anvet ivez  Plasenn al Louzoù, plasenn al legumaj. Ac’halese e tiskenn ar straed betek ar Pont Medard a dremen dreist ar stêr Deir. Ar savadur-se, a oa ur pont-gwint gwechall, a dalveze da liammañ  al lodenn eus kêr a oa e dalc’h an eskopti,  penn-da-benn straed ar Gereon, ha fabourzh an dug en tu all.

Hiziv  eo deuet da vezañ ur straed-kerzhet gant savadurioù liesseurt-kenañ a-bep-eil  : tiez o bannoù koad e-kichen tiez-lojañ gant mein greunit bras, savet diwezhatoc’h, goude ma oa bet rediet da sevel tiez gant an dafar-se da-heul tan-gwall bras miz Mezheven 1762 a grogas el lodenn reter eus ar straed hag a zistrujas kalz a diez.

Goude ar gwallzarvourd-se e oa bet karget an ijinour Gilles ANDRE gant an Ti-kêr e 1764  da sevel un tres kêraozerezh kentañ. Ar pal a oa kemmañ hentad straed ar Gereon peurgetket, ha linennañ an talbennoù nevez e maen. Abalamour d’an Dispac’h Bras ne voe ket kaset al labour da benn.

Miret eo  bet, evit darn, hoal ar straed-se evel ma oa gwechall  neuze. Hiziv  e vez rummet, miret ha renevezet an tiez-lojañ kozh. Gant ar politikerezh zo renet evit broudañ an dud da gempenn an talbennoù e c’haller adwelet ar bannoù koad liesliv ha saouriñ ouzh  kaerderioù an testenioù-se eus an Istor.

Servij da vevaat glad kêr Gemper

Ti ar Glad
5 straed ar Barzh Kadiou
29000 Kemper
Pgz 02.98.95.52.48
secretariat.patrimoine@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e