Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Anavezout Kemper | Glad | Un nebeud lec’hioù da weladenniñ | Iliz-veur Sant-Kaourantin

Iliz-veur Sant-Kaourantin

Mise à jour le : 07.12.2011 | 16h39
La cathédrale Saint-Corentin

E penn kentañ an XIIIvet kantved e oa bet diazezet da vat pe dost levezon Enez-Frañs war Breizh gant politikerezh Fulup-Aogust, harpet gant ur velestradurezh a zeue eus Bro-C’hall.

Kerkent ha 1239 e tivizas eskob Kemper, Raynaud, eus Bro-C’hall eñ ivez, sevel ur c’heur nevez da lakaat e-lec’h ar c’heur eus ar mare romanek. Boulc’hañ a reas evel-se, er c’hornôg, chanter un iliz-veur c’hotek a voe levezonet gant savadurioù Enez-Frañs hag a zeuas da vezañ, d’he zro, ul lec’h arnodiñ evit doareoù sevel a voe implijet diwezhatoc’h e Breizh-Izel a-bezh.

Er c’heur ez eus pevar zreuziad eeun gant un dro-geur ha chapelioù-kostez. Astennet eo war-du ar reter gant ur penn-chantele trizalbennek a zigor war un adreñv-keur stummet gant pemp chapel hag ur chapel-absidenn gouestlet d’ar Werc’hez, enni daou dreuziad hag ur penn-chantele plat.

Stummet eo an nev gant c’hwec’h treuziad. Unan anezho zo a-live gant tourioù an talbenn, gant adkostezioù doubl a bep tu dezhañ, unan ledan hag unan strizh (rannet e chapelioù-kostez) a-eeun gant kinkladurioù ar c’heur. Liammet eo an div lodenn-se gant ur groazenn valirek, ken bras ma tegas da soñj eus ilizoù-meur Enez-Frañs e penn kentañ an XIIIvet kantved.

Ar c’heur

Ar bloaziad 1239 a verk c’hoant an eskob ha ne dalvez ket e oa bet savet ar c’heur diouzhtu er bloavezh-se. Pa seller ouzh ar pileroù, o diazez, an togennoù, an doare m’eo bet lakaet kroazigelloù-bolz an dro-geur pe an treuziadoù a-regenn, e c’haller soñjal, er c’hontrol, e oa padet pell ar savidigezh.

Merket eo deroù ar chanter gant ar pevar filer kelc’hiek, met ar pevar filer war-lerc’h a stumm ur romb war an tres, abalamour ma voe cheñchet mestr al labourioù marteze. An traoù amparfal e bolzioù an dro-geur norzh, e diazez ar c’hroazigelloù-bolz war daolennoù-kern an dro-geur su, pe dibab seurt bolzioù  an adreñv-keur a dalvez da stagañ ar chapel-ahel ouzh ar c’heur daoust da gudennoù skoueraj splann, kement-se a ziskouez an termerezh hag al levezonoù a bep seurt a oa bet e-pad ar c’houlzadoù labourioù kentañ a oa padet betek deroù ar XIVvet kantved.

Kalz unvanoc’h e tiskouez bezañ an uhelenn tri estaj, gant gwaregoù-bolz, un triforiom ha toulloù-prenestr. Ar wech-mañ e ro da welet levezon ar savouriezh angl-ha-norman, gant tevder ar voger (tremen norman a-rez ar prenestroù) hag ar c’hinkladurioù (moulladurioù kreñv, frizenn da ginklañ dindan an triforium). En un taol e oa bet graet ar chanter-se moarvat. Chomet e oa a-sav e-pad brezel Hêrezh Breizh emichañs (1341-1364), hag echuet e voe pa voe savet ar bolzioù gant liernoù (1410) ha lakaet ar gwerennoù-livet. Gant an eskob Beltram Rosmadeg hag an dug Yann V, a vo kinklet ar bolzioù-se gant o ardamezioù, e voe echuet ar c’heur enta, a-raok reiñ lañs da chanter an talbenn hag an nev.

An talbenn

E 1424 e oa bet lakaet maen kentañ an tourioù, hag un tregont vloaz bennak e oa padet ar chanter. Merket e oa bet gant c’hoant an dug a felle dezhañ ober gant ur « mesenerezh » oberiant-kaer a adkaved e chanterioù all ar mare-se (Ar Folgoad, Lokorn). Deverañ a ra an talbenn-se eus an talbennoù gall gant daou dour, met kavout a reer al levezon saoz ennañ, gant daou doull-prenestr war hantergelc'h dindan ur pignon tric’hornek.

An tourioù, bet savet diwar skouer ar c’hloc’hdioù norman, a denn o mad eus an enklaskoù a oa bet graet evit Itron-Varia ar Veur e Montroulez ha kloc’hdi ar C’hreiz-kêr e Kastell-Paol. Gant c’hoari ar c’hinkladurioù hag al linennoù a-sonn o paotañ ne weler ket pegen bras eo ar pileroù-harp kinklet gant nadoezioù a vo kavet e pep lec’h e savouriezh Bro-Gerne hag a dalvezo da skouer war-eeun evit kloc’hdioù e-leizh (Lokorn, Pontekroaz, Sant-Herbod, Sant-Tujen, Karaez pe Ploare).

Er chapelioù bihanañ war ar maez zoken e vo kavet betek an 18vet kantved, a-hend-all, elfennoù tennet eus an doareoù sevel flammek-se, o lakaat diazezoù ar pezh a seblant bezañ ur stil rannvroel evit gwir.

An nev hag ar groazenn

E-keit ha ma saved an talbenn (hag ivez ar porchedoù norzh ha su) e kroge er reter labourioù an nev a oa da vezañ echuet war-dro 1460.

An tres anezhañ a gendalc’h ar c’heur en un doare rik, hag a-regenn emañ ar c’hostezioù gant an dro-geur hag ar chapelioù-kostez. An uhelenn a gendalc’h, gant un triforiom dall, an aspled e stumm ur berziliaouenn hag an tremen norman a adkemer kinkladurioù ar c’heur. Un dra mod kozh e oa, evit gwir, er XVvet kantved. Koulskoude n’eo ket an unvaniezh-se evit kuzhat doareoù kenedouriezh enebet-krenn : tra ma vez linennoù a-sonn e-leizh er c’heur, gant kolonennoùigoù a sav eus diazez ar pileroù betek deroù ar bolzioù, e weler traoù a-led er c’hontrol en nev ma vez lakaet pep estaj war wel gant ur vandenn.

Diaheladur an nev

N’emañ ket ar c’heur hag an nev a-regenn, hag abalamour da se e c’haller ober un toullad goulennoù a oa bet kinniget displegadennoù e-leizh evito. An dra-se a weler e kalz ilizoù all, en un doare ha n’eo ket ken anat avat. Un arouez a weler en dra-se peurvuiañ, un taolennadur eus penaos e oa penn ar C’hrist war ar groaz. Displegadennoù teknikeloc’h a roer alies evelato, evel ar ret ma oa sevel an nev war diazezoù stabil en ur bellaat anezhi diouzh naoz an Oded a vije bet re dost ma vije bet an nev hag ar c’heur a-regenn. Ret eo pouezañ ivez war ar fed ma oa bet graet chanter an nev er penn diwezhañ, evel pa vije bet ampellet ar c’hudennoù skarvañ betek ar mare diwezhañ (war-dro 1460). Dav eo notennañ, er c’heñver-se, dibarder ar chapel a oa bet ret ouzhpennañ d’ar c’heur er c’hostez su evit skarvañ anezhañ ouzh ar groazenn. Evit sevel anezhi e oa bet ret kemmañ treuziad diwezhañ an dro-geur a voe astennet, o lezel ar piler hep azkouezh krommvegenn ebet.

Evit bolzioù an nev hag ar groazenn e kaver ar memes doare sevel hag er c’heur, gant al liern didroc’h. Gant an ardamezioù a weler war alc’hwezioù ar bolzioù e c’haller gouzout resis pegoulz e oa bet echuet ar bolzioù ha pegoulz e oant bet livet, eus 1486 da 1500. Gallout a reer soñjal e oa bet lakaet ar gwerennegoù uhel d’ar memes mare.

An dorioù-dal

Distag diouzh hec’h endro e oa an iliz-veur en XIXvet kantved, met er penn kentañ, er c’hontrol, e oa stag ouzh ar pezh a oa en-dro dezhi. Gant al lec’h m’emañ eo bet termenet an doare da vont ha dont e kêr ha durc’hadur an talbenn. Abalamour ma oa tost d’ar voger-dro su e oa bet kaset traoù zo da lec’hioù disheñvel, evel an dorioù-dal kostez lakaet war dalbennoù norzh ha su an tourioù : an nor-dal su, anezhi dor-dal Santez-Katell a gas da zor an eskob ha d’an ospital diazezet war ar ribl kleiz (el lec’h m’emañ ar prefeti bremañ) hag an nor-dal norzh, porched ar badeziantoù anezhañ, ur gwir borched-parrez gant e vankoù hag ar c’hustodoù evit delwennoù an ebestel troet etrezek kêr ha klokaet gant ur c’harnel (1514).

Evit ar porched kornôg, kavout a ra e lec’h naturel entre an daou dour. Eus mare ar c’hiz c’hotek flammek eo holl ginkladurioù an tri forched-se : perziliaouennoù, kaol rodellek, fleurennoù, togelloù bras hag a droc’h ar moulladurioù hag an aspledoù. Kinklet eo an harpelloù gant nadoezioù ha kustodoù tra ma teu ur strollad boudoù iskis war wel : euzhviled, chas, tudennoù kevrinus, gargoulioù ha ganto ur bed faltazius a-bezh e servij ar relijion hag ar politikerezh.

Aet eo ar muiañ eus an delwennoù sent da get, padal e chom un ardamezeg a ra eus dorioù-dal an iliz-veur unan eus ar bravañ pajennadoù ardamezouriezh a c’hallfed empennañ : erminig an dug, leon ar re Moñforzh, skoed-ardamez Janed Frañs a gaver e-kichen ardamez baroned Kerne gant helmoù ha brigerioù. Ret eo dimp, a-hend-all, soñjal  e veze klokaet ar c’hinkladur kizellet-se gant livioù hag alaouradurioù.

E penn kentañ ar XVIvet kantved e oad war-nes sevel ar c’horzennoù pa voe ehanet ar chanter, abalamour d’an diouer a arc’hant moarvat. Setu ma voe lakaet toennoùigoù pikernek war beg an tourioù. Implijet e voe ar c’hantvedoù war-lerc’h da lakaat an arrebeuri dreist-holl (monumantoù-kañv, aoterioù, ograoù, kador-brezeg). Dav eo ober anv eus an tan-gwall a zistrujas korzenn kroazigell ar groazenn e 1620, hag ivez eus dizalbad an iliz-veur e 1793 pa voe devet an holl arrebeuri pe dost e “tantad ar sent”.

Ur savadur peuzechu met muturniet en do an XIXvet kantved en hêrezh enta, ha klasket e vo ratreañ anezhañ hervez goust ha teoriennoù ar mare-se.

Servij da vevaat glad kêr Gemper

Ti ar Glad
5 straed ar Barzh Kadiou
29000 Kemper
Pgz 02.98.95.52.48
secretariat.patrimoine@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e