Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Anavezout Kemper | Ti an douristed

Ti an douristed

Mise à jour le : 06.12.2011 | 17h46
L'office de tourisme de Quimper-CornouaillePhoto : Pascal Pérennec
Evit tennañ ho mad eus ho chomadenn e Bro-Gerne, na zisoñjit ket tremen dre di an douristed Kemper Kumuniezh.

Lakaet ez eus servijoù e-leizh en ho kerz e ti an douristed :

  • programm ar festivalioù hag ar sonadegoù, teulioù a bep seurt diwar-benn Bro-Gerne, Penn-ar-Bed, Breizh, Frañs…
  • ur c’hatalog gant tiez da feurmiñ evit ar vakañsoù, kambroù e ti an annezidi ha tachennoù-kampiñ e Kemper hag e Bro-Gerne;
  • gweladennoù heñchet e Kemper, displeget gant heñcherien-brezegerien aotreet;
  • ur servij evit mirout kambroù el letioù;
  • ur servij aozañ ha skoazellañ evit ar c’hendalc’hioù hag ar seminarioù;
  • gwerzhañ sturlevrioù troiadoù-bale, levrioù diwar-benn Kemper ha Breizh pe liketennoù;
  • bilhedoù evit mont da vale war vor pe war ar stêrioù : bageadennoù war an Oded, troioù war-du  inizi Glenan, Enez-Sun, Eusa, Molenez;
  • bilhedoù evit arvestoù a bep seurt;
  • troioù e kirri-boutin (troiadoù an ilizoù hag ar chapelioù);
  • tikedoù  Atout sport : evit ober un tañva marc’had-mat d’ar sport; 
  • ober anaoudegezh gant Penn-ar-Bed ha Bro-Gerne gant linennoù kirri-boutin ingal; 
  • Pass' Quimper a ginnig 4 gweladenn da zibab e 10 € hepken, ha kalz a draoù mat all; 
  • « Kemper a-bezh dre bellgomz », kit da welet Kemper gant ho pellgomzer hezoug d’ar 0820 16 00 29.

Kinnig a ra ti an douristed un dibab chomadennoù berr ha marc’had-mat , mat evit an holl goulzoù-amzer ha kement tra a vez c’hoantaet gant an dud : Dibenn-sizhun amourouzien, Chomadenn evit un darvoud, Dibenn-sizhun en ho frankiz…

Ti an douristed Kemper Kumuniezh

Plasenn ar Rezistañs
29000 Kemper
Pgz 02.98.53.04.05
contact@quimper-tourisme.com

Gouzout hiroc’h diwar www.quimper-tourisme.com.

Ti an douristed Kemper Kumuniezh

Plasenn ar Rezistañs
29000 Kemper
Pgz 02.98.53.04.05
contact@quimper-tourisme.com

Gouzout hiroc’h diwar www.quimper-tourisme.com.

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e