Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Anavezout Kemper | Dont da Gemper

Dont da Gemper

Mise à jour le : 12.02.2013 | 14h28
Route - contournement nord-ouest
Dre an hent, gant an tren, dre vor, gant ar c’harr-nij.

Dre an hent

Gant an hent-tizh B165 Brest – Naoned :

  • Pariz - Kemper : 570 km - 5 e 50;
  • Roazhon - Kemper : 215 km - 2 e 30;
  • Naoned - Kemper : 232 km - 2 e 40;
  • Brest - Kemper : 71,5 km - 54 munutenn;
  • An Oriant - Kemper : 70,5 km - 53 munutenn;
  • Gwened -Kemper : 122 km - 1 e 24.

Jedit ho roud diwar mappy.fr pe viamichelin.fr.

Gant an tren

Darempredet eo ti-gar Kemper gant ul linenn TTB. Ul leurenn etremodel zo gantañ, ma kej meur a zoare treuzdougen.

Meur a dren a vez bemdez etre Kemper ha Pariz Montparnasse. Padout 4 e 15 a ra ar veaj well-wazh.

Digor e vez an ti-gar, er blasenn Louis Armand :

- eus al Lun d’ar Yaou eus 04e00 da 00e15;
- d’ar Gwener eus 04e00 da 01e15;
- d’ar Sadorn eus 06e00 da 00e15;
- d’ar Sul ha d’an deizioù gouel eus  07e15 da 01e15.

Prientit ho peaj, mirit ho pilhedoù hag ho koumanantoù diwar voyage-sncf.com.
Evit ho peajoù e Breizh, sellit ouzh lec’hienn THR Breizh.

Dre  vor

Adalek Breizh-Veur e c’haller mont da Norzh Breizh dre borzh Rosko. E-leizh a linennoù-mor zo war-du Bro-Saoz hag Iwerzhon adalek Rosko.

Sellit ouzh lec’hienn Brittany-Ferries.

Gant ar c’harr-nij

Aerborzh Kemper Kerne

10 mn diouzh kreiz kêr. 4 nijadenn bemdez etre Kemper ha Pariz Orly (1 e 05 nij). An aerborzh a ro bod da aerlinennoù war-du 10 kêr-benn eus Europa a c’haller tizhout dindan 2 eurvezh.

Aerborzh Kemper Kerne

29700 Pluguen
Pgz 02 98 94 30 30
Plr 02 98 94 30 14
Postel : comptoir@quimper-aeroport.com
Sellit ouzh lec’hienn aerborzh Kemper Kerne hag ouzh lec’hienn Air-France.

Aerborzh an Oriant

45 mn diouzh Kemper.
Sellit ouzh lec’hienn aerborzh an Oriant.

Aerborzh Brest-Gwipavaz

45 mn diouzh Kemper
Sellit ouzh lec’hienn aerborzh Brest.

Ti-kêr Kemper

44, plasen Sant-Kaourintin
29000 Kemper
Tél. + 33 (0)2 98 98 89 89
Email : contact@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e