Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Ti-kêr | Menegoù lezennel ha kredadoù

Menegoù lezennel ha kredadoù

Mise à jour le : 08.01.2016 | 09h09

Quimper.fr zo lec’hienn ofisiel Kêr Gemper

Kêr Gemper

Ti-kêr
BP 1759
29107 Kemper cedex
pellgomz 02.98.98.89.89
pelleiler 02.98.95.27.93
contact@quimper.bzh

Rener an embann

Ludovic Jolivet
maer Kêr Gemper
ludovic.jolivet@quimper.bzh

Penn al lec’hienn

Loïc Larnicol, penn an internet - liesvedia, renerezh ar c’hehentiñ.

Diorren, enframmañ teknikel ha webdesign

Business & Decision Eolas, 8, rue Voltaire, 38000 Grenoble ha renerezh kehentiñ Kêr Gemper ha Kemper Kumuniezh evit ar pellservijoù hag an difraeoù melestradurel.

Benveg merañ an dalc’hadoù

CMS Eolas Business & Decision.

Herberc’hiañ

Herberc’hiet eo Quimper.fr gant renerezh kehentiñ Kêr Gemper, 12 Ru Verderell, 29000 Kemper. Pgz 02.98.98.87.17. Postel : informatique@quimper.bzh.

Kredadoù luc’hskeudenniñ

War-bouez menegoù kontrol, Lionel Flageul, Xavier Mignant, Pascal Pérennec, Jean-Jacques Verlet-Banide ha renerezh kehentiñ Kêr Kemper ha Poc’hêr Kumuniezh.
Ne c’haller ket eilañ, eiladiñ pe implijout luc’hskeudennoù al lec’hienn hep kaout an aotre digant servij kehentiñ Kêr Gemper. Kasit an holl c’houlennoù da :

Ti-kêr Kemper
Saloñsoù an Ti-kêr hag an tolpad-kêrioù
Renerezh ar C’hehentiñ
44, plasenn Sant-Kaourantin
29000 Kemper
Pgz 02.98.98.89.71
Kit e darempred gant renerezh ar c’hehentiñ.

Disklêriadur Kbsf et ha roadennoù personel

Hervez al lezenn c’hall (mellad 27 eus al lezenn niv. 78.17 eus ar 06.01.78. a denn d’ar stlenneg, d’ar fichennaouegoù ha d’ar frankizoù) ez eo bet disklêriet al lec’hienn-mañ da Gengor Broadel ar Stlenneg hag ar Frankizoù, niv. enrollañ 822738.
Prevez eo ar roadennoù a sell ouzhoc’h hag a vez dastumet e framm ar pellargerzhadurioù, ar furmskridoù, an enskrivadurioù d’al lizher-kelaouiñ ha ne vezont  ket kaset da dud all e mod ebet.

Gallout a rit goulenn ar gwir da dizhout ar roadennoù miret, da lakaat anezho da vezañ degaset kemmoù enno, da vezañ reizhet pe lamet. Evit en ober, goulennit digant Servij Kehentiñ Kêr Gemper, 12, ru Verderell, 29000 Kemper, pellgomz 02.98.98.87.17, webmaster@quimper.bzh.

Kod ar berc'henniezh kefredel ha gwir eiladuriñ

Hervez kod ar berc’henniezh kefredel ez eo difennet ober eiladurioù a-zarn pe hollek eus endalc’hadoù al lec’hienn-mañ a vez implijet gant an holl, hep kaout an aotre digant ti-kêr Kemper (mellad L.122-4). Ne c’hall bezañ implij ebet eus an endalc’hadoù evit ober kenwerzh pe bruderezh.

Gourliammoù

Frank eo lakaat gourliammoù war-zu unan eus pajennoù mairie-quimper.fr, gant ma vo diskwelet ar re-se en ur prenestr nevez ha gant ma vint kinniget en un doare na vo ket forc’hellek hag evit chom hep kemmeskañ al lec’hienn m’emaint hag hini mairie-quimper.fr.
N’eo ket mat an aotre-se evit ar skoroù a skign dalc’hadoù pornografek, bugelgarour, hag ar re a vroud ar feulster, ar gasoni c’houennel, azgwelet an Istor ha, dre vras, evit ar skoroù a skign endalc’hadoù kontrol d’an urzh foran ha d’ar vuhezegezh vat hag a laka  interest ha brud ti-kêr Kemper en arvar.
Ne engouestl ket ar gourliammoù a gaver war al lec’hienn-mañ war-zu lec’hiennoù web all  atebegezh Ti-kêr Kemper war endalc’hadoù al lec’hiennoù-se. Al liammoù war-zu lec’hiennoù all a vez roet d’an dud da c’houzout hepken.

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e