Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Servijoù | Studiañ

Studiañ

Mise à jour le : 28.03.2012 | 10h04
Amhithéâtre de l'UBO

Stummadurioù uhel liesseurt-kenañ a vez kinniget e Kemper : gounezvouederezh, bevoniezh, arzoù, lizhiri ha skiantoù an den, kenwerzh, mererezh, treuzdougen, touristerezh, dudiamantoù, mezegiezh ha skiantoù ar gevredigezh, skiantoù teknikel, sekretouriezh ha bureveg, deskadurezh...

Gant un ugent skol pe dost e vez kinniget ouzhpenn 50 stummadur. Daou lec’h, ouzhpenn 1000 a studierien e pep hini anezho, zo stag ouzh Skol-veur Breizh-Izel (SBI) : hini Krec’h Gwenn ha hini an ESAD.

Pol skol-veur Pêr Jakez Heliaz

Ar pol-se a vod meur a ensavadur eus SBI ennañ (kevrennoù, Ensavadur Skol-veur Micherel (ESM)). Dre voutinaat an araezioù hag an aveadurioù e vez kinniget doareoù mont en-dro gwelloc’h, e vez aesaet ar c’henlabour hag ar c’henemglevioù. Dre strollañ 1000 studier war ur c’hampus, e vez lakaet ur vuhez wirion da ziwanañ er skol-veur.

E kreizenn buhez ar studierien, diazezet war al lec’h, ez eus un degemer, ur skourr eus KROSS, salioù evit ar gefridi nammded, an heñchañ, ar c’henemprañ micherel, ar yec’hed, ar c’hevredigezhioù hag ivez ur sal liezimplij hag ur sal-sport.

Krec'h Gwenn
18 bali aod ar gorkerien
29018 Kemper cedex
Pgz 02 90 94 48 00
pole.helias@univ-brest.fr
pole-quimper.univ-brest.fr
Busoù linenn 1

ESAD / Ensavadur skol-veur a deknologiezh

An Ensavadur, diazezet e Kemper abaoe 40 vloaz hag e darempred strizh gant an armerzh lec’hel ha rannvroel, zo skoliataet ennañ 1400 studier ingalet etre filierennoù ha stummadurioù arbennik niverus, war dachenn ar boued dreist-holl.

Ar preti hag ar gêrig skol-veur, renevezet penn-da-benn, zo en e gichenig.

Harpet eo buhez ar studierien, birvilh enni, war veur a gevredigezh. Ouzhpenn 40 obererezh sport a vez kinniget bep bloaz.

2 straed ar skol-veur
29334 Kemper cedex
Pgz 02 98 90 02 27
scolarite.iutquimper@univ-brest.fr
www.univ-brest.fr/iutquimp
Busoù linenn 5

Ti-kêr Kemper

44, plasen Sant-Kaourintin
29000 Kemper
Tél. + 33 (0)2 98 98 89 89
Email : contact@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e