Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Servijoù | Sportoù / Dudiamantoù | Poull dudi Aquarive

Poull dudi Aquarive

Mise à jour le : 28.03.2012 | 10h04
Aquarive - structure gonflable

Er poull sport 25 m hed e c’hall an neuierien pleustriñ en o aez dre ma vez digor pell. Bep sizhun e vez digor ar poull-neuial diouzh noz betek 22e. Gallout a ra an holl dud ober gant ar ruz-revr ramzel (60 m hed ha 8 m uhelder), ar poull gant gwagennoù hag ar poulloùigoù patouilhañ, c’hoari gant e familh pe e vignoned hag en em voazañ ouzh an dour gant ar brasañ fiziañs hag e pep surentez.

Kinnig a ra mistri-neuñverien Kemper Kumuniezh ivez, evit ho plijadur vrasañ, abadennoù akwajiminas, akwajiminas tonik, akwa plus (evit d’an dud-deuet d’en em varrekaat war ar neuial) hag akwaplijadur (chom hep bezañ spontet da vat ken en dour en un doare dous).

Gant an obererezh akwabagig e c’hallit tremen mareoù dibar gant ho pugel en dour tommet e 32° d’ar Sadorn vintin. Kinnig a ra Aquarive ivez d’an oadourien ober un diskuizh er jacuzzioù, en hammannoù hag er saonaoù. Miret eo an dorlotermiezh (gwele dorloüs gant ur gwel-kaer war an Oded) ivez evit an oadourien.

Un nebeud titouroù pleustrek

> Kuitaat ar poulloù 1/4e a-raok an eur merket
> Serret e vez al lec’h enkefiañ 3/4e a-raok an eur merket
> 2 vare skarzhañ dour 12 deiz/bloaz
> Digor d’an deizioù-gouel 9e-19e
> Serr da Nedeleg ha da Galanna
> Shortoù ha bermudaoù berzet
> Feurmiñ dilhad-kouronkañ : 1,75 €
> Rankout a ra ar vugale dindan 10 vloaz bezañ gant un oadour

Eurioù digeriñ

Mare skol
Lun : 13e – 20e
Meurzh : 12e – 22e
Merc’her : 10e – 20e
Yaou : 13e – 20e
Gwener : 12e – 22e
Sadorn : 13e – 20e
Sul : 9e – 19e

Mare vakañsoù
Lun : 10e – 20e
Meurzh : 10e – 22e
Merc’her : 10e – 20e
Yaou : 10e – 20e
Gwener : 10e – 22e
Sadorn : 10e – 20e
Sul : 9e – 19e

Ti-kêr Kemper

44, plasen Sant-Kaourintin
29000 Kemper
Tél. + 33 (0)2 98 98 89 89
Email : contact@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e