Ville de Quimper (BZH)

Vous êtes ici : Degemer | Servijoù | Sportoù / Dudiamantoù | Park Krec’h Gwenn

Park Krec’h Gwenn

Mise à jour le : 28.03.2012 | 10h04

Plan du parc de Creac'h GwenVoir l'image en grand Plan du parc de Creac'h Gwen

Un takad gouestlet d’an diskuizh, d’ar sportoù ha d’an dudiamantoù

E-kichen kreiz-kêr ha war c’hlann an Oded, en un endro hollgaer, emañ Park sportoù ha dudi Krec’h Gwenn. Un takad natur dudius ha mat evit ar sportoù dindan an amzer. Ul lec’h eo ivez evit diskuizhañ, en em gavout gant tud all, hag ul lec’h pourmen evit ar familhoù.

E park ar sportoù hag an dudiamantoù, digor a-hed ar bloaz, e c’hall an holl dud mont da  bleustriñ war an holl sportoù kinniget hep na vefe ezhomm goulenn an aotre :

  • Leurenn-ruilhañ (botoù-ruilh, plankenn-ruilh)
  • Leurennoù c’hoari evit ar vugale
  • Basket-ball – BMX
  • Redadeg-reteriñ
  • Trotadennoù
  • Hentad Yec’hed
  • Pesketaerezh
  • Bouloù petank
  • Pourmenadennoù
  • Sportoù dour
  • MTB…

Aveadurioù sport suraet (sportva-kêr peurgetket) a vez lakaet e-kerz an dud hag ar c’hluboù sport gant kêr Gemper. Dre ma’z eo bras niver an obererezhioù kinniget ennañ ez eo ur pol sport dibar :

  • Maketennoù-nij
  • Badminton
  • Mell-droad
  • Sportoù bageal bihan
  • Kevredad broadel ar saveteiñ-mor (KBSM)
  • Sportoù dour
  • Tennis
  • Gwaregañ…

Pol sport Krec’h Gwenn

129, boulouard Krec’h Gwenn
29000 Kemper

Ti-kêr Kemper

44, plasen Sant-Kaourintin
29000 Kemper
Tél. + 33 (0)2 98 98 89 89
Email : contact@quimper.bzh

Ti-kêr Kemper
44 plasen Sant-Kaourintin
BP 1759 - 29107 Kemper
Tél. 02.98.98.89.89
contact@quimper.bzh

 

Eurioù digeriñ an degemerva
E-pad ar sizhun : 8e30 - 18e
Sadorn vintin : 9e - 12e

 

Eurioù digeriñ marilh ar boblañs
E-pad ar sizhun: 8e30 - 17e
Sadorn vintin : 9e - 12e